Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
An tabud diwar-benn ar « Yezhoù Rannvro », e breujoù Bro-C'hall : a-walc'h a gomzoù, UDB Kreiz Breizh a c'houl gant Nikolaz Sarkozy selaou galv Jean-Yves Drian a c'houl kaout galloudoù e Breizh d'ober war-dro kelennadurezh ar brezhoneg.
D'ar merc'her 7 a viz Mae e oa dalc'het e breujoù Bro-C'hall, un tabud diwar-benn ar « Yezhoù Rannvro ». Ra vo trugarekaet an toulladig a gannaded, Bretoned en o mesk, a oa bet eno da zifenn gwirioù « ar yezhoù bihan ».
Par Nil Caouissin pour UDB le 9/05/08 21:34

D'ar merc'her 7 a viz Mae e oa dalc'het e breujoù Bro-C'hall, un tabud diwar-benn ar « Yezhoù Rannvro ». Ra vo trugarekaet an toulladig a gannaded, Bretoned en o mesk, a oa bet eno da zifenn gwirioù « ar yezhoù bihan ».

Un devezh istorel evit hor yezh a vije bet, sañset ! Votet 'vo ul lezenn da wareziñ « ar yezhoù rannvro » a lâr Marc Le Fur, kannad Aodoù-an-Arvor, hag an Itron Christine Albanel, ministr ar Sevenadur. Peseurt lezenn, eta, o c'houzout ne vo ket kemmet mellad 2 bonreizh ar Stad-C'hall ? Al lezenn-se ne vo ket evit astenn gwall bell gwirioù hor yezhoù, dalc'het ma vo gant an aon rak barnidigezh Kuzul ar Vonreizh.

Evit UDB dazont hor yezh eo da gentañ penn afer ar Vretoned. Neuze, Itronezed hag Aotrounez deputeed Breizh, sikouret Jean-Yves Le Drian, prezidant Rannvro Breizh, pa c'houl ma vo roet da Vreizh ar gwir d'ober war-dro kelennadurezh hor yezh en ur dennañ gounit eus al lezennoù war an digreizennañ.

Evit UDB Kreiz Breizh, n'eo ket da rektor Akademiezh Breizh, da ziviz e-unan eus an niver a bostoù vo roet d'ar skolioù divyezhek, hag eus an niver a zanvez kelennerien ar skolioù a vo stummet en IUFM bep bloaz ; d'ar Vretoned ha d'o delinnidi e Breizh eo da ziviz, ha d'ar Stad da zegas arc'hant da c'hellout kas da benn an obererezhioù-se.

Goul 'ra UDB Kreiz Breizh ma vo divodet KAYR Kuzul Akademik Ar Yezhoù Rannvroel a vez bodet div wech ar bloaz, pa fell d'ar rektor. Un aozadur didalvez eo, gant gallout ebet, nemet hini ar rektor a ziviz eus pep tra. Goul 'ra UDB ma vo savet en e blas un DFKS Diazezadur Foran a gKenlabour Sevenadurel evit merañ ar gartenn skol hag ar stummañ evit ar c'helenn brezhonek. Dilennidi ar C'huzul Rannvro, 5 departamant Breizh, ar c'hevredigezhioù hag an implijidi a ra war-dro kelenn ar brezhoneg a vo bodet ennañ. Ofis ar brezhoneg a c'hellfe ober war-dro an aozadur-se. Dilennidi an aozadur-se a c'hello negosiañ war-eeun gant ar Stad evit an niver a bostoù divyezhek da zigeriñ bep bloaz, hervez ar goulennoù savet gant tud ar vugale.

Kement-se da c'hortoz, ma vo treuzkaset gant ar Stad da Vreizh ar galloudoù a c'houl ar c'huzul rannvro hag e brezidant Jean-Yves Le Drian diganti ; d'ar guzulierien rannvro da c'hellout kas da benn vat o steuñv diorren kelennadurezh hor yezh a oa bet votet gante e 2004 ; ha tizhout buan an niver a 20 000 bugel a oa gortozet er skolioù divyezhek a-benn 2010.

N'eo ket warc'hoazh e vo kemmet mellad 2 vonreizh, neuze eo deomp-ni, Bretoned ha d'hon dilennidi e Breizh da gregiñ e-barzh ha da saveteiñ hor yezh. Un ober a dalv kant lavar.

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve Ar Gall

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons