Trist meurbet omp hiriv o koll ur c'hamalad a zo bet e penn araok kement a stourmoù evit difenn ar gwirioù denel amañ e Breizh hag e lec'h all. Anavezet eo en un doare ispisial giz kelenner ha kuzulier pedagogel war ar brezhoneg, prezidant Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg e-pad bloavezhioù hag e penn bodad an deskadurezh e Kuzul Sevenadurel Breizh (deut da vezañ hiriv Kevre Breizh). E-kichen e brezidant Patrig Malrieu, en doa kenurzhiet ar vanifestadeg vrasañ bet savet biskoazh evit ar brezhoneg, "Nevez Amzer ar Brezhoneg", o tibuniñ e straedoù Roazhon an 22 a viz Meurzh 2003, gant 15 000 a dud ha 500 soner en o fenn, ken n'helle ket an holl, chomet er straedoù tro-war-dro, kavout plas war blasenn Parlamant Breizh.
Ken lemm e spered, e bluenn hag e deod, n'en deus ket bet aon da lavarout e soñj, hag hep mar e vo kavet er pennad a embanne er "Peuple Breton" e miz Genver 2016 (amañ kevret), un heklev d'ar Republik a zo o ren er mare-mañ ha na c'helle nemet lakaat anezhañ mantret.
Ha ne welimp ket mui anezhañ nemet dre soñj e Festival sinema ar minorelezhioù e Douarnenez en deus darempredet a-hed ar bloavezhioù evit ar preder, an eskemm hag ar blijadur da vezañ asambles.
Kenavo Jean-Do.
Tangi Louarn,
Kadoriad Kevre Breizh.