Emañ Re Yaouank UDB a-du gant yaouankiz Breizh hag a stourm a-benn kaout ur retred he feur leun da 60 vloaz.
Gant tud yaouank a vez o vanifestiñ e Breizh a-bezh e c'houlenn groñs Re Yaouank UDB ma vo dilezet an danvez-lezenn war ar retredoù. Ha hi direizh peogwir ne gonter ket :
– Ar bloavezhioù-studi ha re ar stummañ evit kont al leve ;
– Prantadoù-staj validet ;
– Prantadoù dizever dre ret 'vo validet (dilabour hag interim).
Sinet eo bet ar galv « La retraite, une affaire de jeunes – Al leve, afer ar Yaouankiz » gant Re Yaouank UDB hag e c'houlennomp d'an holl da gendelc'her da vanifestiñ
D'ar gouarnamant da blegañ. Deomp da drec'hiñ asambles !
Re Yaouank UDB