Anna-Vari Treger (Ar GIEC hag an hin) - Pennad Kaoz
Réalisation : Brezhoweb – 813 vues
N'eo ket bet an hin biskoazh ken tomm hag hiziv abaoe emañ mab den war an douar !
Labouret he deus Anna-Vari Treger gant ar GIEC ha respont a ra d'ar goulennoù savet gant Lionel Buannic evit an abadenn Pennad Kaoz.
Anna-Vari Treger 'zo, etre traoù all, renerez enklaskoù er CNRS arbenniget war ar redoù-mor ha labouret he deus evit ar GIEC.
Klask a ra kompren gwelloc'h cheñchamant an hin hag al liamm etre ar CO2 en aer hag ar cheñchamantoù er mor.
Lakaat a ra ar gaoz war al labour graet evit ar GIEC, ar pezh a c'hoarvez er mor a gaoz d'ar cheñchamant hin.
Penaos 'vo an dazont ha petra 'zo posubl d'ober c'hoazh evit cheñch hent a-raok ma vefe re ziwezhat ?
An abadenn Pennad Kaoz, un abadenn istitlet e brezhoneg.
Commentaires (1)
Souezhet on o welet pegen barrek eo an dud aterset ganeoc'h e-barzh Pennad Kaoz. Biskoazh n'em bije soñjet e vije ur Yann brezhoneger bennak e-barzh ar GIEC, idem gant tud all ho peus aterset war al labour-douar hag ar skiantoù, gourc'hemennoù evit lakaat war-wel tud gant kement-se a varregezhioù, evit interest an abadenn kement hag evit arouez ar yezh !