Alfonsi ba Langonnet

131 vues

Pedet e oa bet François Alfonsi e Gouel Broadel ar Brezhoneg ba Langonnet hiziv, asambles gant Erwan Balanant, Paul Molac, hag ivez Prezidanted Diwan, Andre Lavanant, Andrew Lincoln, Padrig Hervé ha Yann Uguen

Pedet e oa bet François Alfonsi e Gouel Broadel ar Brezhoneg ba Langonnet hiziv, asambles gant Erwan Balanant, Paul Molac, hag ivez Prezidanted Diwan, Andre Lavanant, Andrew Lincoln, Padrig Hervé ha Yann Uguen.

An daol grenn gentañ a oa diwar ar soubidigezh. Ha ret eo termeniñ, ur wech adarre, petra eo ar soubidigezh ? Un hentenn, ur bedagogiezh ? N'eo ket lavaret pep tra diwar ar sujed-mañ dija, ha n'eo ket splann c'hoazh eo ur sistem efedus simpl kenañ : lakaat ar vugale da vevañ e skol vamm tout an devezh skol gant tud a gomz dezhañ ur yezh ha n'eo ket dre ret hini an ti ? Se vez graet e pep lec'h er bed, e lec'h emañ kerent ne gomzont ket yezh ar vro, da skouer. Tamm ha tamm e vez komzet ar yezh gant ar bugel. Ha tamm ha tamm e vez silet program galleg gant eurvezhioù galleg ret. Meur a wech oa bet prouet (ha ne vez ket graet ken, aon gant an Deskadurez Stad da wirikaat ar pezh a zo bet diskouezet dija) e oa ken barrek bugale Diwan e galleg eget ar re skoliataet e-barzh ar sistem unyezhek.

An eil lodenn a oa gant an dilennidi tro dro d'al lezenn Molag. Ha setu an daou depute Molag hag Erwan Balanant o tisplegañ ar votadeg, ar Vonreizh da cheñch. Amzer a chom, pe pas ? Ha tremen a raio un dra bennak a-raok dilennadeg ar Prezidant ? Ha neuze ? Gortoz pell, gortoz gwell ? N'eo ket soñj Molag, ha komzoù sklaer Alfonsi a zo da selaou aketus : "arabat koll amzer, dirak ur voger emaomp, ret e vo terriñ anezhi. "

N'eo ket echu ar stourm tudoù, ret e vo mont war ar straedoù c'hoazh. N'eo ket tout lakaat un tamm brezhoneg war baperoù an dilennadegoù. Ret e vo, ur wech adarre, saveteiñ ar soudard Diwan, asambles gant ar C'horsiz, an Okitaniz, an Elsasianiz, an Euskariz. Bec'h dehi !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...