
Nevez deuet er-maez eo al levr "Ar yar a zozve patatez" gant Michel Piquemal, skeudennaouet gant Laurence Cleyet-Merle, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain. Petra ober gant ur yar ha ne
Nevez deuet er-maez eo al levr "Ar yar a zozve patatez" gant Michel Piquemal, skeudennaouet gant Laurence Cleyet-Merle, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain.
Petra ober gant ur yar ha ne oar ket dozviñ ? Lazhañ anezhi, ha mat pell zo ! Setu a lavare Yann Gouer, droug ennañ. Hastan buan kavout an tu… da zozviñ ur vi diouzhtu !
An istor a zo kontet gant fent, en un doare bev, gant skeudennoù. Ar gerioù diaes a zo displeget war rabatoù ar golo. Trede levr embannet gant Sav-Heol en dastumad “Troioù-kaer – Bidoc'hig” eo Ar yar a zozve patatez.
24 p. ; 13 x 18 cm + rabatoù war ar golo 5,50 ¤ ; ISBN : 979-10-90456-12-9 adalek 6 / 7 vloaz
Skignet gant : Kuzul ar Brezhoneg 14 straed Louzaouenn an Hañv (rue du Muguet) 22300 Lannuon — Breizh [33+] (0)2 96 48 03 00 kab@brezhoneg.org www.brezhoneg.org
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !