Davyth Hicks, sekretour meur ELEN (European Language Equality Network), a oa e Roazhon hiziv evit diskouez e skoazell ouzh ar brezhoneg, ha reiñ an dorn d’ar vanifestadeg savet gant Diwan ha meur a gevredigezh sevenadurel all e Breizh.
Davyth Hicks : Demat dit ! Davyth Hicks eo ma anv, sekretour meur ELEN (European Language Equality Network). Bez’ ez omp amañ hiziv da gas sikour d’ar vanifestadeg evit ar skolioù Diwan. Ur rouedad pouezus-tre eo Diwan a zo ret dezhañ kenderc’hel gant al labour a c’hendrec’hiñ da geñver ar yezh vrezhonek.
ABP : Klevet hon eus e miz Mae e vefe sikouret ar skolioù e Katalonia an Norzh gant gouarnamant Spagn. Ha kavout a rit e c’hallfe ar Vretoned klask un tamm sikour digant Bro-Gembre ivez ?
DH : Ur goulenn dedennus-tre eo. Goude emglevioù gant ar gouarnamant katalan, gouarnamant Spagn a sikouro an escola catalana, da lâret eo ar skolioù katalanek e Katalonia an Norzh. Gwelout a reomp ivez ez eus skoaziadennoù digant an Euskariz evit an Euskareg, dre obererezhioù kevredigezhel. Soñjal a ra deomp e c’hallfe bezañ un diskoulm evit ar brezhoneg ivez, ha goulenn digant gouarnamant Bro-Gembre evit sikour ar skolioù Diwan rak al liammoù a-dost a zo etre ar brezhoneg hag ar c’hembraeg — hag ivez gant ar c’herneveureg. Met setu ar pep pouezusañ: dre ma vez paeet tailhoù gant ar Vretoned evit an deskadurezh-stad, perak ne vez ket skoazellet ar skolioù Diwan gant Stad Bro-C’hall ? Setu ar gudenn, e gwirionez.
ABP : Deuet hoc’h eus Kernev-Veur. Peseurt stad zo d’ar c’herneveureg eno?
DH : War wellaat ez a tamm-ha-tamm, daoust emañ en ur stad diaes. Kollet eo bet evel yezh ar vro e dibenn an XVIIIvet kantved. E-pad an XIXvet kantved e chomas ur yezh a implij d’ar c’hentañ, ha goude-se e voe lakaet da vezañ adimplijet. Hiziv an deiz n’eus nemet un nebeud kantadoù a dud oc’h ober ganti. N’eus tamm skoazell ebet gant ar Stad, daoust d’ar feur-emglev bezañ sinet evit difenn ar yezhoù minorelaet. Ret e vefe tapout muioc’h a arc’hant. Kalz a dud a fell dezho deskiñ ar yezh, met n’emaomp ket gouestl da respont dezhe, evit poent. Bez’ ez eus ur c’hoant politikel, met n’eus ket ar binvioù evit kas an dra-se war-raok
ABP : Meneget ho peus gwirioù mab-den ha gwirioù ar vugale. Kavout a ra deoc’h e rankfe ar Vretoned mont pelloc’h gant ar stourm war dachenn ar gwirioù ?
DH : Traoù zo bet graet dija. «Kevre Breizh» zo ar c’hentañ kevredigezh a ra gant ELEN, hag int o deus labouret kalz war an dachenn-se gant «Kuzul Europa» , ar «C’hendiviz Gwirioù Mab-den» , ha gant «Unvaniezh Europa» ivez. N’eo ket nemet un afer a wirioù : an arc’hantaouiñ a zo ivez. Ur gudenn liesseurt eo. Ret eo deomp kaout un diazez lezennel, a-benn ar fin. Evit sevel ur rouedad deskadurezh ez eo ret kaout ul lezenn war an deskadurezh. Setu ar pezh a rankfe bezañ graet evit ar brezhoneg., just a-walc’h. Gwirioù a zo dija gant ar «C’hendiviz Gwirioù Mab-den» : pep den a rank kaout ar gwir da zeskiñ ha da vevañ e yezh-vamm. N’eo ket mod-se ez eo graet gant Bro-Frañs. Frañs a dor an holl feur-emglevioù war gwirioù mab-den hag ar yezhoù. Met ne cheñch ket betek-hen. Met hiziv an deiz e rank Bro-Frañs degemer he liesyezhegezh evel ma ra Bro-Spagn pe Bro-Velgia. Frañs he deus ar Brezhoneg, ar C’horseg, an Euskareg, an Okitaneg… Ne c’hallo ket hi chom e 1850 un doare jakobin ganti. Ret eo dezhi kregiñ gant ur politikerezh evit sikour he yezhoù rannvroel.
ABP : Ha doareoù all zo da bouezañ war ar gouarnamant gall ?
DH : Dre ar stourm keodedel ! Hiziv e vo ur vanifestadeg evit ar skolioù Diwan. Ar gevredigezh sokial eo keflusker evit reiñ lañs d’ar cheñchamant. Politikourien evel Paol Molag a ra un dornad mat a labour, met dav e vefe kaout kant Molag ouzhpenn! Ar pezh a zo mat e Bro-Euskadi pe e Bro-Gembre eo o galloud emren war ar yezhoù. Gallout a reont merañ o yezh hag o budjed. Setu an doare gwellañ evit dont a-benn da cheñch an traoù.
ABP : Trugarez vras deoc’h !
Â
Euskareg                                     langue basque
Euskarad, Euskariz                     habitant(s) du Pays Basque (liester Euskariz)
Bro Euskadi                                 Pays basque
Skoaziadenn                                subvention
Â
«Kuzul Europa»                           le Conseil de l’Europe
«Unvaniezh Europa»                  l’Union Européenne (UE)
«Kendiviz Gwirioù Mab-den»   la Convention des Droits de l’Homme : « The Convention of Human Rights »
Â
ar stourm keodedel                  la lutte civique (de la société civile)
Keflusker, ar c'heflusker          moteur, le moteur
Â
«It’s time for France to embrace its own language diversity and to take steps to support its territorial languages»
 Davyth Hicks, sekretour meur an ELEN (European Language Equality Network)
Â