
Unaniezh Europa he devez levezon warnomp rag-eeun. Un darn eus arc'hant Europa a vez implijet e Breizh, met e Pariz e vez kemeret an divizoù pennañ. Breizh n'he deus benveg
Unaniezh Europa he devez levezon warnomp rag-eeun. Un darn eus arc'hant Europa a vez implijet e Breizh, met e Pariz e vez kemeret an divizoù pennañ. Breizh n'he deus benveg politikel ebet evit difenn he lazioù dezhi.
Bras a-walc'h eo Breizh e-keñver Europa. Gant 4,3 milion a annezidi eo pobletoc'h Breizh eget ur pemzek bro bennak en Europa. Gant ur produadur diabarzh kriz (PDK) en tu all da 100 miliard a euroioù, ez a Breizh d'ober ur galloud armerzhel dreist da 20 bro eus Europa. Un dra a vank dimp : ur galloud politikel hag armerzhel kevatal da hini Rannvroioù bras Europa.
Breizh, ur Vroad distad anezhi, a rank gallout adkavout he flas e-touez Broadoù Europa. Ret eo dimp en em harpañ war Unaniezh Europa evit ma vo anavezet hor Gwirioù Broadel, evit ma vo ofisielaet ar brezhoneg hag evit adunvanidigezh politikel 5 departamant Breizh. Breizh ne ray berzh nemet dre dalvoudekaat ar chañs m'eo he zalbenn war ar mor digor d'ar bed.
Deuit da greñvaat ar c'homite skoazell ! Ar chañs o do ar Vretoned da c'hellout votiñ evit ul listenn 100 % breizhat ha 100 % europat ! Kavout a rit kevret programm al listenn \" Mouezh Breizh en Europa \" e brezhoneg, al lizher goulenn skoazell hag ar fichenn skoazell arc'hant. E touez izili kentañ ar c'homite skoazell e kaver tud o tont eus an armezh, ar politikerezh, hag ivez an arz, evel Nolwenn Korbell, Gwennyn Louarn, Dom Duff ... Kit da c'houzout muic'h war al lec'hienn http://europe2009.partibreton.org/.
N'eus ket da dortal, evit Breizh hag Europa, skoazellit ha votit evit al listenn \"Mouezh Breizh en Europa\", al listenn nemeti o vezañ war Breizh a-bezh ha Breizh hepken.
Emil Granville, mouezh aotreet Strollad Breizh
SKOAZELL ARC'HANT EVIT DILENNADEGOÙ EUROPA
Gant ho skoazell arc'hant e c'hallimp bezañ war ar renk e dilennadegoù Europa
Gant an difraeoù hon eus graet er mizioù paseet ha gant ar brokus m'oc'h bet hon eus gallet kavout 30 000 €. Ezhomm hon eus c'hoazh eus ar memes sammad pe dost evit peurarc'hantañ embannadur ar paperennoù-votiñ, an disklêriadurioù a feiz hag al liketennoù.
Trugarez evit ho skoazell :
• Dre chekennoù war anv AN TEMZ (gallout a rit sevel 4 chekenn a vo enkefiet e 4 miz ) • Dre ar Genrouedad war lec'hienn suraet Strollad Breizh www.partibreton.org • Dre dreuzkasadenn da AN TEMZ. (15589- 56902 - 04680534540 - 20) • Dre lamadenn emgefre.
An itron, an aotrou,.................................................................................... a ro da Strollad Breizh, dre hanterouriezh e gevredigezh arc'hantañ AN TEMZ, ar sammad a ...................
Chomlec'h post : .................................................................................... Pellgomz : ............................................................................................. Postel : .................................................................................................
Gallout a ra ho roadenn bezañ lamet eus ho tailhoù evit darn. Evit 100 € roet hiziv e c'hallot lemel 66 € eus ho tailhoù e 2010. A-benn fin 2009 e resevot ho paperenn evit an tailhoù.
Chomlec'h AN TEMZ : 30 straed ar c'habiten Marlette 56100 An Oriant
Den e karg : Herve ar Gwenn (pellgomz : 06 15 99 50 82 - 02 97 87 18 09)
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !