Ur miliner o saveteiñ tad Roger e-pad ar brezel

Penaos en doa graet tad Roger evit treuziñ ar stêr e-pad an eil brezel bed ?

Jacques Daniel, se oa e anv gwir, a laboure war bord ar stêr betek 1954

Jacques Daniel, se oa e anv gwir, a laboure war bord ar stêr betek 1954, e milin Kergueffr, e traon maner Rosgrand, war parez Redene.


Milinerien a oa tud disheñvel ouzh ar re all : bevañ 'bord ar stêr, mont e darempred gant meur a hini evit ar greun hag ar bleud, evit gwerzhañ silhoù tapet gant bod spern du ha buzhug e-barzh a lakae anezho da vezañ brudet. Ar re gentañ o deus bet an tredan, gant un eil rod. Neuze e yae an dud da selaou ar radio, da welout gouleier da noz ...

Gant "Pachtol" (eus pelec'h e teu an anv-mañ ? Eus ar roched a zeue 'maez eus e bragoù ? ) e veze treuzet ar sêr Ele pa oa imoret mat. Poullroeñviñ e ouie ober. Setu Roger Stefan o kontañ penaos en doa lakaet Pachtol da dreuziñ ar stêr d'e dad e-pad ar brezel, pa oa o tistreiñ eus Dunkerque ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...