Buhez hir d'ar skolaj Diwan e bro Gwened, gant ur skipailh solud ha kerent aozet mat e vo lidet 10 vlez ar skolaj war un ton bras !

Lidet e vo 10 vloaz ar skolaj gant prezegennoù war ar gwenedeg, gant tri den a galite er skolaj ha da c'houde e vo ur fest-noz vras ba Pleskob.

Deuet eo a-benn ar skipailh kalonek a oa e penn kentañ ar raktres da sevel ur skolaj gant meur a gant skolajiad e kreiz kêr Gwened, gant ur skipailh kasourien ha kelennerien a feson : beajoù e bro Skos, kanaouenn ar Redadeg ijinet gant David ar Gall hag e skolidi, eskemmoù gant skolaj Gwiseni, kerlenn lenn gant Morgan ar Menn, bugale kanerien ha sonerien ampart, ha budjon forzh pegement !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...