Chevailher gant re 6vet skolaj diwan Kemper

47 skolajiad war al leurenn evit kontañ an istor treuzkaset dezho gant Kristian Duro. (lodenn gentañ)

Aozet oa bet gant ar gevredigezh C'hoariva un devezh emgavioù strolladoù o kinnig pep a bezh-c'hoari 15 munutenn-pad anezho. Kontadennoù hengounel, pezhioù a vremañ... Splann eo ar c'hoariva ur benveg dispar evit krouiñ e brezhoneg gant ar re youank.

Skolajoù o tont eus Ar Releg, Lannuon, Lanniliz, Gwitalmeze, Gwiseni, Kemper, Diwan, Divyezh ha Dihun : diskouezet o deus dec'h o youl hag o c'hoant da lakaat ar brezhoneg war al leurenn.

Kinnniget e oa bet gant Kristof Nikolas, skolaj Lesneven, "www.urwecheoa.bzh". Kalz plijadur ' oa er sal ha gant ar gomedianed. Galvet e oa skrivagnerien Perrault, Grimm, Walt Disney gant tudennoù ar pezh-c'hoari, ha savet e oa klemm gant an Ankou, perak n'en deus ket lakaet anezhañ da gemer perzh e tresadennoù bev ?

"An tri skourr impinad", kontadenn Fañch an Uhel, a zo bet leurenniet gant daou skolaj : hini Lannuon hag hini Lanniliz. Doareoù disheñvel da leurenniañ, da echuiñ an istor.

Disoc'h ul labour gant Kristian Duro ha Jean Floc'h (treizerien soñjoù) e oa kinniget gant 47 skolajiad eus Kemper : "Chevailher" gant kanaouennoù, dañsoù, sonerezh (akordeons, tamboulinoù ha violoñs sonet gant ar skolajidi ha Jean Floc'h).

Anatole le Bras ha Per Jakez Helias a zo bet c'hoariet o fezhioù gant skolidi Lannuon ha Gwitalmeze.

Testennoù a vremañ a oa kinniget gant skolajidi ar Releg ("Mirdi", "ar c'harrig meur"), re Wiseni ("Rififi ti Destrusi") leurenniet gant Erwan Kloareg ha Jakez ar Born.

Hag evit echuiñ an devezh, klozadur Bob Simon, prezidant kevredigezh C'hoariva.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...