Manif XXL ba Gwengamp : 15 000 a dud, hervez ar boliserien

338 vues

Dreist ar vanifestadeg, dreist testenn ar Redadeg, dreist an aergelc'h etre an dud yaouank, kozh, gour, ur mor a dud o tiskouezh nerzh ar Vretoned pa vezont unvan

Dreist ar vanifestadeg, dreist testenn ar Redadeg, dreist an aergelc'h etre an dud yaouank, kozh, gour, ur mor a dud o tiskouezh nerzh ar Vretoned pa vezont unvan.

Sonerien e leiz, ar bolitikourien, an holl brezidanted Diwan asambles, bugale ha tud yaouank o tigeriñ ar gomz dirak an ti-gar, pevar c'hilometr bale e kalon kêr Gwengamp, ha prezegennoù da heul goude bout selaouet strollad Lies, savet gantañ ton ar Redadeg. Ma n'o deus ket komprenet tud Pariz e rankent respont d'ar goulenn sokial tud Breizh, tud Euskadi (10 000 hiziv er straedoù ivez), e vo diaes da gavout ur respont hep trubuilhoù da zont. Piv a vo trec'h evit an dilennadegoù ? Ar re o do komprenet e oa ret stourm, pe re o deus graet evel ar greenwashing, ur breizhwashing didalvout ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...