Aozet gant ar gengevredigezh C'hoariva, setu ar seizhvet gouel gant skolajidi rummadoù divyezhek

Aozet gant ar gengevredigezh C'hoariva, setu ar seizhvet gouel gant skolajidi rummadoù divyezhek

Istor un Indian a oa kamm-jilgamm, istor kig karamel ha kig ha farz, Menec'h o c'hoari anv ar rozenn, tud o klask o hent en ur mirdi, pe c'hoazh "Meudig" doare playstation ha bonbonioù karambar war an hent ... Peadra da lakaat Yann ha Marjan brezhoneger(ez) da gaout plijadur war al leurenn pe e touez an arvesterien.

Tud yaouank eus Lanniliz (skolaj publik ha privez), Lannuon, ha Sant Fransez Lesneven o tiskouez labour ar bloaz, dre strolladoù bihan pe gant ar c'hlasad a-bezh.

Konkour ebet, evit ur wech. Ne vo ket a briz kentañ, nag an eil. Dibab an aozerien adalek ar penn kentañ eo.

Mat e vefe mont pelloc'h marteze, o vodañ ar gelennerien galonek a lak o skolajidi da bleustriñ a-hed ar bloaz ur wech ar bloaz evit priziañ an abadenn ha prientiñ raktresoù asambles.

Penaos ijin un hent arzel gant, da skouer, abadennoù a vicher e brezhoneg e pad ar bloaz, komedianed o sikour ar gelennerien, labourat war testennoù heñvel ha diskouez o labour war al leurenn, kalonekaat ar skrivañ, evel e oa bet diskouezet e Plouvien gant kelennerien'zo ?

Met ur burzhud eo dija, gwelout 150 aktour yaouank war al leurenn. Gant ma vo strolladoù c'hoariva e brezhoneg a youl-vat, pe a-vicher, tud dedennet gant ar c'hrouiñ o tiwan ... zoken ma ne oa strollad ebet eus Diwan ar bloaz-mañ.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...