Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
15840 skoliad o deus graet o distro-skol en hentadoù divyezhek.

502 skoliad ouzhpenn zo gant ar c'helenn divyezhek (+3,3%) er bloaz-mañ. Gant Diwan emañ an dregantad kresk brasañ (+ 4% ; 3854 skoliad eus ar skolioù-mamm betek al lise), p'emañ

Visant Roue pour Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg. (OPLB / OPAB) le 29/09/14 11:40

502 skoliad ouzhpenn zo gant ar c'helenn divyezhek (+3,3%) er bloaz-mañ. Gant Diwan emañ an dregantad kresk brasañ (+ 4% ; 3854 skoliad eus ar skolioù-mamm betek al lise), p'emañ izeloc'h kresk ar publik (+3,4% ; 6887 skoliad en holl) ha dreist-holl hini ar skolioù katolik (+2,6% ; 5099 skoliad en holl).

4 lec'h nevez zo bet digoret er c'hentañ derez : 3 gant ar publik (Ploueg-ar-Mor en Aodoù-an-Arvor, Kore e Penn-ar-Bed, Plañvour er Mor-Bihan), 1 eil skol e Roazhon gant Diwan pa chom digemm ar c'hinnig en deskadurezh katolik. 2 skolaj nevez zo gant un hentad divyezhek : e Gwened evit ar publik hag e Lannuon evit an deskadurezh katolik. 462 lec'h divyezhek zo en holl bremañ.

Evit ar wech kentañ ez eus 1 gumun enni ouzhpenn 700 skoliad divyezhek : Roazhon. Gwened a zeu-hi da vezañ ar gêr gentañ enni ur c'hinnig er skolaj gant pep hini eus an 3 hentad.

Muioc'h a ditouroù a vo kavet en teul da bellgargañ.

Document PDF sifro_distroskol_ar_chelenn_divyezhek_e_2014.pdf Sifroù distro-skol ar c'helenn divyezhek e 2014. Source : Ofis Publik ar Brezhoneg
mailbox
Vos 2 commentaires
  Yvon Bordiec
  le Lundi 29 septembre 2014 12:27
Pa oa bet krouet Ofis Publik ar Brezhoneg e oa bet lavaret deomp e vefe e giz-se efedusoc'h al labour hag e vefe muioc'h a nerzh evit divizout gant an deskadurezh skol. Goude 3 bloaz e vez gwelet en un doare splann n'eo ket gwir tamm ebet. Pa seller ouzh graphik digoradur ar skolioù nevez e weler n'eo ket bet digaset netra efedusoc'h gant ar fed m'eo publik bremañ Ofis ar Brezhoneg. Pelec'h emañ ar gudenn neuze?
(0) 
  Ofis Publik ar Brezhoneg
  le Vendredi 3 octobre 2014 14:14
@ Yvon Bordiec : Demat deoc'h. Krouet e oa bet an Ofis Publik e miz Gwengolo 2010 ha neuze eo diwar disoc'hoù an distro-skol e 2011 e c'heller priziañ al labour a zo bet graet. Abaoe 2011 ez eus bet digoret 18 lec'h nevez er 1añ derez publik pa oa bet digoret 12 hepken etre 2007 ha 2010. Aet eo an traoù war-raok neuze met evit mont buanoc'h ez eus ezhomm eus un emglev etre ar Stad ha Kuzul-rannvro Breizh a vefe sklaeroc'h hag uheloc'h e bal diorren. Da skouer, e Korsika eo skrivet en emglev Stad-Rannvro eo da nebeutañ 40% eus ar postoù a ya gant ar c'helenn divyezhek hag er bloaz-mañ e oa 50% zoken ; padal en Akademiezh Roazhon ne oa bet lakaet pal ebet war an dregantad a gelennerien divyezhek en emglev a oa bet sinet. Dre vras e Breizh ez a 10% eus ar postoù kinniget evit ar 1añ derez publik gant ar c'helenn divyezhek ha 90% gant ar c'helenn unyezhek. Ar binvioù-se hon eus ezhomm da gaout e Breizh ivez ha fiziout er framm publik a zo bet savet e 2010 ur gefridi sklaer war ar sevel ur steuñv diorren liesvloaziek. A galon, Ofis Publik ar Brezhoneg.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 9 ?