4 laz-kanañ a gemero perzh e Kampionad Breizh al Lazoù Kanañ 1añ rummad d’ar sul 6 a viz Gouere e Iliz Sant Tomaz Landerne. Un doare ‘vo evito da ziskouez d’ar publik o c’hrouidigezhioù nevez en ur spered kevezerezh a vignoniezh.
E-touez anezho e vo kavet Anna Vreizh eus Naoned, renet gant Bernard Quemener. Distreiñ a reont ar wech-mañ gant ur programm dibar ha dedennus.
Kan Dre Gan, strollad nemetañ o kanañ e brezhoneg e departamanat Il-Ha-Gwilen, renet gant Yves Le Martret, a gemero perzh ivez er c’hampionad. Berzh o doa bet graet ar bloaz paset peowir en doa tapet al laz-kanañ kentañ plas ar c’hampionad eil rummad. Sur ‘walc’h e vo skoet ar selaouerien gant o arvest teknikel ha gant o nerzh war al leurenn.
Mouezh Paotred Breizh, ar strollad paotred mill-vrudet a zo bet 8 gwech Kampion Breizh, ne chomont ket etre daou soñj evit en em lakaat tal-ouzh-tal gant al lazoù-kanañ-all adarre. Renet eo al laz-kanañ dindan ampartiz hag energiezh Jean-Marie Airault. Pep abadenn a zo ur prantad fromus p’en em leuskomp da vont gant galloudegezh mouezhioù ar baotred, lakaet da dalvezañ gant kendoniadurioù savet diouzh ar moull.
Evit echuiñ e vo kavet ar strollad Paotred Pagan, renet gant Yann-Ber Premel. Ar strollad paotred eus aodoù an norzh a oar lakaat ur aergelc’h gouel seul tro ma vezont war al leurenn ! O roll-kanañ a zo deuet da vezañ pinvidikoc’h-pinvidikañ seul ma dremene an amzer, harpet gant binviji sonerezh liesseurt : piano, boest an diaoul, kontrebas, gitar bouzouki… Birvilh ar strollad a c’hellfe lakaat anezho d’en em hiñsañ war ar podium !
Deuit da souten ho kampion d’ar sul 6 a viz Gouere e iliz Sant Tomaz Landerne, adalake 2e goude-merenn !
Prizioù : 12€ (priz klok), 10€ (o prenañ en araok), digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz.
Bilhederez :
Tu ‘zo deoc’h prenañ tikiji e Ofis Touristelezh Landerne ivez.
Kit e darempred gant Kanomp Breizh evit kaout muioc’h a ditouroù : kanompbreizh [at] kanompbreizh.bzh pe 06 32 29 79 29 ha www.kanompbreizh.org.
1 | 0 | Tweet |
![]() |
![]() |