Kan an heskennerezed ,er vro, gwez ramzel astennet war al leur... Ur wech adarre eo gant Penn ar bed e oa bet paeet ar priz uhelañ. Koadoù pilet, tredan ebet ken, dervennoù, gwez kistin, kouezhet gant pouez an delioù.
Amañ, e reportaj Frañs 3 ha mouezh Fañch Broudig eo anat e oa muioc'h a vrezhonegerien gouest da zislipañ yezh ar vro, zoken ma vez mesket gant kalzig a c'halleg.
Brav da welout, met peadra d'en em c'houlenn : penaos gwareziñ an tiez, an dud, penaos gwareziñ gwez koadoù bro Frañs a zo gant kleñvedoù a bep seurt, gant ar cheñchamatou amzer, tommadur an hin, ... Ha gouest e vimp da blantañ gwez evit erlec'hiañ anezho holl ?
0 | 0 | Tweet |
![]() |