45 abadenn ha staj, 14 kumun, 5000 a dud, bugale, tud deuet, krennarded...

45 abadenn ha staj, 14 kumun, 5000 a dud, bugale, tud deuet, krennarded...

Edito "kazetenn Taol Kurun", a-raok gouzout hiroc'h...

ha kafe filo war an tem d'ar gwener 4 a viz Genver 2013, goude fin ar bed ...

« Breizh dieub » a vez gwelet atav war an hentoù-tizh etre Naoned ha Portsall, hag e 1970 e veze gwelet ivez pa oa an ARB o lakaat rastell ar Roc'h Tredudon da darzhañ. Hag an hevelep gwirioù hon eus holl er Frañs ? N'eo ket sur : ur skinwel 100 % e korseg o deus re Gorsika, kentelioù katekiz a vez paeet en Elsass, hag e bro Euskadi, n'eo ket dav paeañ ar skolaerien war arc'hant prevez pa vez krouet ur skol dre soubidigezh… Piv a oar istor ar Vretoned ? Hor sevenadur ? Ha gouest e vefe tud Breizh da vout emren a-drugarez d'an tredan produet e Flamanville ? Hag emren omp, distag eus an alkol, ar sigaretenn, al louzoù evit kousket ? Hag emren omp en hor vuhez, en hor familh, war hol labour ? Un utopia pe un hunvre gaer e vefe an emrenerezh ? Ha ma vefe ar Vretoned kad d'ober evel an Euskariz, ar Gataluniz, ar Skosiz ? En Europa emañ ar re-se ivez. Ha n'eus nemet gouarnamantoù Bro C'hres ha Bro-C'hall na zoujont ket ouzh ar yezhoù komzet en o broioù. Ha kendalc'het e vo da vout fur ha sentus ? "

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...