Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
An titloù kentañ
An titloù kentañ
- Reportage -
20 vloaz Priz ar Yaouankiz : un avañtur gant 182 titl abaoe 2004 !
Lidet e vo deiz-ha-bloaz ur Priz ijinet ugent vloaz zo e Kemper asambles gant féa ha keit vimp bev en ABP (meur a gronikenn), e Gouel al levrioù Karaez, gant skritelloù nevez...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 16/09/23 10:06

Lidet e vo deiz-ha-bloaz ur Priz ijinet ugent vloaz zo e Kemper asambles gant féa ha keit vimp bev en ABP (meur a gronikenn), e Gouel al levrioù Karaez, gant skritelloù nevez...

Piv en dije lavaret e 2004 e vefe bet kement a dud, kelennerien, skolajidi, liseidi o kemer perzh ingal e meur a skol e Breizh en ur c'honkour nevez ? Ha penaos, e 2023, tresañ un dazont nevez evit ar priz ?

Er skolaj Kemper, al lennerien gentañ

2004 : loc'het ar raktres e Kemper gant Fanny Chauffin ha Yann-Fañch Jacq

Goude bout nac'het gant lod eus an tiez-embann (an Here, al Lanv, al Liamm...), setu Keit Vimp Bev oc'h asantiñ broudañ ha brudañ ar raktres kinniget gant ar gevredigezh fea : krouiñ ul lennegezh evit ar yaouankiz o kemer harp war "Les Incorruptibles", kenstrivadeg e lec'h e vez ar skolidi o tibab ar gwellañ levr o deus lennet (480 000 a skolidi skol vamm/lise o kemer perzh e miz Even 2023 e bro C'hall). Met penaos ober hep bout sikouret gant strollegezhioù lec'hel evit embann, skignañ, maketenniñ, arc'hantaouiñ ar prizioù... ? Mont da welout an dilennidi eveljust, ha buan e oa bet asantet gant Renerezh rannvroel ar Yaouankiz hag ar Sportoù renet d'ar mare se gant Jean-Pierre Garrec, brezhoneger tost ouzh Skol an Emsav Roazhon, ha depute "Diwan", Jean-Yves Cozan da galonekaat ar raktres. Ha dibaoe kendalc'het o deus da skoazell Féa, ha Keit Vimp bev.

E penn kentañ miz Gwengolo e oa bet kaset c'hwec'h testenn gant ur stumm "paper" (luc'heilennoù, diposubl da voullañ gant an diouer a amzer) da 400 skolajiad ha lisead Diwan, ha roet ar prizioù e Gouel al levrioù Karaez. Ha piv oa bet trec'h ? An hini yaouankañ, liseadez Diwan 17 vloaz, Gwenvred Latimier-Kervella evit "Huñvreoù", ha Yann-Fañch Jacq evit "N'omp ket deñved". Skrivet e oa bet istorioù ivez gant Mai Ewen, Muriel le Morvan, Envel Kervoas, hag Angel Jacq. Ganet e oa bet Priz ar Yaouankiz.

Met piv a skriv e brezhoneg evit ar yaouankiz ?

Ret eo anzav : a-raok PAY, bez oa kazi 'met troidigezhioù, gant Lizig, un albom embannet teir gwech gant Roparz Hemon da gentañ, ha da c'houde gant TES, e gwenedeg gant Ti Douar Alre. Gant an Here, e oa bet skrivagnerien evel Garminig Ihuellou, Mich Beyer ha Yann Gerven, ganto un doare Enyd Blyton, "kleub ar 5", plijus ha gwriziennet evit lod anezho e Breizh. Met evit ar re all, re nebeut atav. Neuze pa oa bet graet ar galv evit ar skrivagnerien, kaset e oa bet d'an 200 daneveller.ez al Liamm ur gerig evit goulenn diganto ma vefent prest da skrivañ un istor evit tud yaouank a vremañ etre ar 6vet betek an eilvet klas, gant tud yaouank e kreiz an istor ( 40 000 sin gant ar spasoù), gant ur brezhoneg aes a-walc'h, ha gant doareoù liesseurt da gas an istor : romant polis, istorioù familh, mollac'h, faltazi, istorel ... Hag ur respont gant 50 anezho ur miz war lerc'h !

Ar re yaouankañ a oa alies ar re vrudetañ, e lise Diwan Karaez evit lod anezho met liseidi Lann er Ster ivez : Gwenvred Latimier Kervella gant Hunvreoù e 2004, Marianna Donnart ha Moran Dipode gant ar "best seller" Brezel an erevent a blij atav d'al lennerien yaouank, hag an heuliad Hudour an tour du. Gant Uisant Crequer e oa bet skrivet Gwad ar grannared, Mael Poulossier Kael hag ar gorriganed, gant Klervi Ily Bed Alastaïr, Erwan Billant gant Dorn Dir, Ewen Jacq gant tri levr heroic fantasy, Chase Valeeg, ha Loeiza an Duigou, bet e lise Diwan, gant Oremuz ha Straed ar skav gwrac'h.

Evit ar skrivagnerien all e vez kavet gwir "marathoniens" evel Yann Fañch Jacq (12 titl), Mai Ewen (10 titl) , Jakez Erwan Mouton(10 titl). Temoù a vez liammet gant ar skrivagnerien : Afrika evit Paskal Hervio, Grennamzer ar Gelted gant Pierre Emmanuel Marais, mare ar Gelted Kozh gant Armel le Sec'h, romantoù polis (ral siwazh) gant Gi Bideau. Kavet e vez ivez barzhoniezh uhel gant Malo Bouessel du Bourg Daoulagad ar Werc'hez. A-wechoù e vez skrivet gant meur a skrivagner.ez evel Kroaz Hent pe Un, div, teir. Gant Mich Beyer ha Herve Lossech eo bet savet un heuliad danevelloù berr. Interessant eo da welet eo kempouezh niver a skrivagnerezed ha skrivagnerien.

Al lennerien hag ar gelennerien/c'helennerezed : ur 500 bennak pep bloaz !

Hepto, priz ebet, ha e touez anezho, tud feal a gemer perzh pep bloaz. Skolajoù ha liseoù Diwan eveljust kar enno e vez kavet ar muiañ a vrezhonegerien gouest da lenn tri romant en ur bloavezh skol, pa vez levrioù all da lenn er "program" ! Sten Charbonneau a lenne e skolaj Diwan Kemper ar skridoù a vouezh uhel, Herve Peaudecerf a gase ur pezh mell "Rallye lenn" e Plijidi gant klasadoù ar skolaj en e bezh, Gwenola Coic gant he skipailh Plijidi a gase meur a raktres (rap, tresadennoù, barzhonegoù, enklaskoù...) tro dro d'al levrioù lennet. Degemer ar skrivagnerien zo bet plijus alies, gant goulennoù dic'hortoz, lennadennoù fromus, ha sell ouzh ar "skrivagnerien" cheñchet goude lid ar prizioù er skolaj. E 2023, al lid bet en Astrolab (skolaj Diwan ar Releg) oa brav, er maez, gant skolajidi aketus.

Ar juri ha redadeg KVB/fea

Hep juri, choaz ebet. Resevet e vez ganto un ugent bennak a skridoù e penn kentañ miz Mae, dezho da lenn anezho ha da varnañ ar skridoù evit fin miz Mae. Tabutoù, arguzennoù, pep hini a zifenn, a glask reiñ kuzulioù d'ar skrivagner.ez, evit gwellaat h.e skrid, ha pinvidik eo an disoc'h. Ur wech embannet, e krog labour an difazierien : Sten Charbonneau, Yann Gerven, Mich Beyer, Sarah Chedifer... Ur wech graet, maketennet eo ar skridoù e-pad ar vakansoù, enrollet e vez anezho e miz Gwengolo, ha moullet pep tra evit bout prest e gouel al levrioù e Karaez. Ur redadeg me lavar deoc'h ! E miz Even e oa bet rediet skipailh fea ha kvb da heulian lid ar prizioù, disoc'hoù votadegoù ha prientiñ levrioù da zont (dek, asambles gant Priz ar Vugale, ganet pemzeg vloaz zo). Dre voneur e oa skipailh a vicher Keit Vimp bev o sikour evit brudañ, kemer an enskrivadurioù, kas al levrioù,...

Hag an dazont ?

N'eo ket sur e vo eus PAV en amzer da zont. Aet eo kuit rener Yann-Fañch Jacq ha gantañ politikerezh embann an ti a seblant en arvar. Féa, ar gevredigezh a ra war dro ar juri, ar skridoù, an difazierien, an enrollerien, al lidoù er skolioù, an darempredoù gant ar skrivagnerien... en dije c'hoant treuzkas ar vazh test d'ur skipailh nevez. C'hoant gant ar skipailh tud a vicher KVB kenderc'hel gant kazetennoù hepken. Ha neuze, penaos e vo ? Un ti embann nevez ? Tud nevez gant ar raktres reiñ "boued fresk" da lenn, skrivet gant pluennoù nevez asambles gant ar re a zo bet ken plijet da skrivañ ha da lenn ? Ober ur mont ha dont etre an enrolladennoù, al levrioù, hag ar filmoù a zo bet savet (8 anezho evit ar poent, un navvet o tont), sevel un dra all, atav evit ar re yaouank ? Gant ma vo kendalc'het gant al lañs roet 20 vloaz zo, d'ar grouidigezh, da dud a blij dezho skriv ha lenn, e brezhoneg, hep trein lennegezh hollvedel hepken...

1  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 6 commentaires
Sten Charbonneau Le Samedi 16 septembre 2023 15:35
Dedennus e vez bepred teurel ur sell war an amzer dremenet...evit prientiñ an amzer da zont ! Laouen 'vefen kemer perzh er raktresoù da zont... gant ma vefe lakaet sklaer hag ar palioù hag an doareoù da vont en-dro. Met ret eo anzav ez eus bet graet ur mell labour evit kas PaV ha PaY war-raok.
(0) 
kris braz Le Dimanche 17 septembre 2023 11:50
Souezhus avat ar pezh int (FEA-KVB) deuet d'ober e-doug an 20 vloaz tremenet.
Ken souezhus all ar fed ne vez ket skoazellet muioc'h seurt labour gant ar rannvro (hag all). Penaos adlañsiñ ar jeu neuze ?
Aozañ un emvod foran da geñver Gouel Karaez da zont ? Ur goulennaoueg ? Kavout un ti embann prest d'ober al labour (pe 'vefe nevez pe get) ? Goulenn sikour ar Rannvro evit 1) stummañ gwelloc'h ar skriv(agn)erien - dre FEA ? 2) difraeañ/paeañ anezho pe uhelaat ar prizioù ? 3) Skoazellañ an ti embann/ar rann anezhañ nevez krouet ? 4) Gwellaat ar podcastiñ ha skignañ ar re wellañ war Radio Bzh ? 5) Lakaat hor politikerien (hag ar Vretoned dre vras da gompren talvoudegezh al lennegezh en hor yezh ?
(0) 
Fiona G Le Dimanche 17 septembre 2023 19:44
Da gentañ, ezhomm-bras zo da vicherelaat bedig-bed al levrioù brezhonek, dre labourat gant ar Skol-Veur hag ar Rannvro a-benn krouiñ un diplom skrivagner brezhoneg hag un diplom embanner brezhoneg, hag an diplomoù-se a viche rekis da c'helled skrivañ hag embann levrioù brezhonek. Peotramant e varvo hor yezh.
Da eil, 'vel a lara Fanny, anad eo ivez zo ezhomm muioc'h a romanchoù polis, sod eo ar re yaouank gant ar polis, met ivez muioc'h a istorioù diar-benn an eil bresel-bed ha feulster an nazied, muioc'h a istorioù embroidi, sod eo ar re yaouank gant an embroidi, hag ivez muioc'h a istorioù diwar-benn an omoreizhidi hag an dud trans, sod eo ar re yaouank ganto ivez. Ret-mat eo anzao ivez n'eus ked a-walc'h a levrioù brezhonek diwar-benn ar mazektomiezhoù ha kudennoù an hin, siwazh. Arabat fallgaloniñ 'vat, krogom' en hor pluennoù ha bec'h d'al labour!
Da drivet, mallus eo digoriñ an nor war ar bed, ha labourat gant ar c'hevredigechioù mignon Mab-Den, evel CRIF, SIDACTION, MRAP hag UNSA-POLICE.
(0) 
Donasian Pennarc'hleuñ Le Mardi 19 septembre 2023 11:01
Mil-importuz eo pouezañ war an ezhomm micherelaat: adlenned ve pennadoù Ya! hag ar wikipedia bertonek gant an Offis publik, ha seupandant e jom c'hoash tier-embann ha ne faota ket de micherelaat.
Ha bout zo iwe problemadurezh danve al levrioù, ha zo dizinteresuz re alie. Ewid gwellaad an treoù vije mat sewel ul listenn offisiel deuz ar sujedoù c'hellfe boud argantaet gand ar Rannvro.
Ha perak pas troiñ levrioù "Priz ar yaouankiz" 'ba' yezhoù all, wit diskwel d'ar bet pegen yac'h ha saouruz eo hom yezh? Da skwer er yezh ukreneg, wid chikour budjwel ar vro-sen.
(0) 
Ian Meliers Le Mercredi 4 octobre 2023 12:37
Ur bern traoù a zo da welat e-barzh bed an embann e brezhoneg, met piv a cheñcho an traoù ?
Degadoù, kantadoù a levrioù a vez embannet (ha skrivet) e brezhoneg, met da betra servij embann kement-se a levrioù ma ne vezont ket gwerzhet pe gwashoc'h c'hoazh, prenet gant levraouegoù pe familhoù hep bezañ lennet ?
- Fazioù e-leizh pe brezhoneg dister e-barzh levrioù zo.
- Istorioù nul, petra chomo deus ar skrivañ e brezhoneg a-benn 10 vloaz ? Netra em eus aon, nemet ul levr pe zaou marteze. Ret eo anzav ar wirionez, memes al levrioù bet tapet ar maout gante ne vezont ket lennet war-lerc'h gant ar vugale, lakaet e vezont da werzhañ war Le Bon Coin peogwir e kav gwelloc'h ar vugale lenn e galleg manga pe traoù all.
- Temoù politikel randonet betek-re, da skouer ar repuidi e-barzh ul levr diwar 3 embannet (100% evit skrivagnerien 'zo memes).
- Levrioù divalav, gwir eo ez eo a-bouez an dra-se ivez, levrioù 'zo evit ar re yaouank a zo divalav an tresañ pe ar golo-levr, hag evit an dud gour ne roont ket c'hoant da vezañ prenet.
- Levrioù plijus n'eus ket mui deus oute. Kement a levrioù a vez embannet, ken na vez ket adembannet ar re a ra berzh, arc'hant kollet an hini eo.
- Doare levrioù, pelec'h emañ al levrioù a blij d'ar grennarded ? Manga, bannoù-treset... N'eus hini ebet koulz lâret. Rediet e vez ar vugale da lenn levrioù 'zo er skol, met bugel ebet en deus dispignet e arc'hant godell evit prenañ ul levr skrivet e brezhoneg.
Eüruzamant e vez troet e brezhoneg levrioù brudet al lennegezh etrevroadel, mod all n'em bije ket prenet levr ebet e brezhoneg abaoe pell 'zo. Hag evit ma bugale (krennarded), eüruzamant em eus bannoù treset embannet 20 vloaz 'zo, mod all ne lennfent netra e brezhoneg.
Deuet eo poent cheñch penn d'ar vazh, mod all e vo kendalc'het da skrivañ, embann, hag arc'hantaouiñ levrioù evit bezañ lennet gant 10 den d'ar muiañ.
(0) 
De Iffig à Ian MeliersLe Jeudi 5 octobre 2023 06:51
Eno emañ an dalc'h n'eo ket lavaret gant Fanny : ar vugale hag ar grennarded gwashoc'h c'hoazh NE LENNONT KET. Un dra hepken zo d'ober : REDIAÑ ar skolajidi hag al liseidi da brenañ ha da lenn al levrioù lakaet gant ar c'helenner war e roll-kelenn. Betek-hen ne vezont ket rediet evit al levrioù brezhonek tra ma vezont rediet evit al levrioù galleg. Un dra all : evit ma tommfent ouzh ar yezh eo ret-mat lec'hiañ ar yezh -a zo ur yezh o vervel - er stourm evit ma vevo. N'on ket a-du e vefe gwalc'het empennoù ar vugale gant idelogiezhioù a vremañ betek re (feminism, wokelouriezh, gaochism, enbroerezh hag all...), gwelloc'h ha ret mat o lakaat da lenn "Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh", Yann-Bêr Kalloc'h, Anjela Duval, Ar Marc'h a lorc'h ivez (digarez da vurutellañ al levr-se).
(0)
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 0) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons