Merc'hed Breizh 2010 a stourm war bep dachenn : arzoù, skiantoù, politikerezh, buhez pemdez. Hag en amzerioù da zont e vo ret ober muioc'h c'hoazh. Gourc'hemennoù dezho !

Diaes eo er gevredigezh dispartiañ ar merc'hed diouzh ar baotred. Ret eo anzav koulskoude ez eus bet traoù brav graet gant ar merc'hed er bloaz-mañ : Irene Frachon, stourmerez ha pneumologourez a zo deuet a-benn da brouiñ e oa fall-put ar Mediator. Gant Magali Diennet ha Dom Williams ez eus bet graet ur sapre labour ivez : dont a-benn da vodañ kement a dud dindan ar glav e Ploure, da lakaat holl dilennidi ar vro a-enep raktres GDE.

Eus tu ar sonerezh, diaes eo gouzout piv zo trec'h etre Nolwenn Leroy, Cecile Korbell, Nolwenn Korbell, peadra da veskañ, met disheñvel-tre eo an teir c'hanerez koulskoude : heuliet e oa bet hent ar Star Ak gant an Dimezell Leroy a zo aet da ganañ en-dro tonioù milvrudet Alan Stivell hag ar re all.

Hent Japan he deus kemeret an delennourez hag evit ar penn-sardin, hent ar c'hrouiñ gant he yezh vamm, gant ur golo CD a ya a-enep krenn klichedoù klipoù video ker-spontus troet gant skipailh Nolwenn : Breizh gant reier, sorserien, ar mor, hag ur strollad tud baba-cool evit an ton "kazeg Michao".

Eus tu al lennegezh e brezhoneg hon eus bet un dispac'hig ivez : Maiwen Morvan gant "Buhez prevez Lola P.", Ninnog Latimier, gant troidigezh "Ar forzhioù a gomz".Souezhet ez eus bet kalzik a dud gant al lennegezh nevez-se. Cheñch a ra, gwir eo, diouzh sell ar baotred, milanavezet evel Goulc'han Kervella, Yann Gerven,Herve Lossech ...

Hag ar politikerezh emit-hu ? Deuet eo Lena Louarn da cheñch ivez liv ar Rannvro,o kenderc'hel gant un hent a labour hag a nerzh. Mona en UDB a ren ur strollad politikel rannvroel, ar pezh a zo nevez ivez. Maer Plijidi, itron Barbedette, eo arrouez ur bolitikourez hon diije c'hoant da gaout e pep lec'h e Breizh : graet he deus he seizh gwellañ evit degemer eus ar gwellañ tout ur skolaj e brezhoneg e Plijidi daoust d'ur c'huzul meur ne oa ket gwall entanet.

Eus tu ar mediaoù, mat e vefe diskouez tout al labour kaset da benn gant skipailhoù ar radiooù e brezhoneg e lec'h e vez kavet merc'hed e-leizh : Laetitia, Pauline, Lou, Solenn, Erell, Joann, Cecile, Andrea, Catherine... Ha se zo nevez ivez ; a-raok e Bleu Breizh izel e veze klevet mouezhioù Gi ar C'horre, Bernez Grall, Clement Soubigou ingal... E Webnoz, Corinne ar Mero a gas ur sapre labour da benn.

Ha ne faot ket din disoñjal tout al labour graet gant ar skolaerezed, ar renerezed, ar mammoù, re AEPoù, c'huzulioù skoazell, a lak ar skolioù hag ar c'hlasoù e brezhoneg da vevañ, da gaout arc'hant, met ivez da lakaat bugaligoù Breizh da gomz e brezhoneg bemdez.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...