Emgav ar bloaz evit ar vrezhonegerien a blij dezho kerzhout, setu un digarez da vont war hentoù Menezioù Are, gant plijadur ha dindan un amzer, vrav e-touez miliadoù a dud mennet ha kalonek.

300 den a youl-vat, 7.500 baleer gortozet : penaos e reont evit kaout kement a startijenn pep bloaz ? "Lin er parkeier, er bourk e son ar c'hleier, glad ar vro bepred a chomo", setu ar pezh a vez kinniget gant skipailh kerent skol Diwan Kommanna ha tud Menezioù Are.

Gant ouzhpenn 70 bugel e 4 c'hlas eo skol Diwan Kommanna unan eus ar skolioù brasañ er Menezioù Are. Aozet e vez div abadenn c'hoariva pep bloaz gant ar skol, gant ADDES, Strollad ar Vro Bagan ha strollad Mat ar Jeu.

7 tro disheñvel a vo kinniget (6, 10, 15, 20 ha 30 km), etre 7e30 ha 4e30 gk. Ha gant priz ar bilhed (8 euro war al lec'h, 7 euro mod-all) e vo roet ur gartenn deoc'h, ur frouezhenn, un tiked evit evañ, ha pa vo echu an dro-vale, ur prof ha gwir da vont d'ar fest-noz digoust !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...