328 vues

Ur mor a dud bonedoù ruz ha bannieloù Breizh ganto, dindan an heol, o lavarout ne asantint ket ...

Ur mor a dud bonedoù ruz ha bannieloù Breizh ganto, dindan an heol, o lavarout ne vint ket evit asantiñ da soñjoù Pariz

Paotred yaouank, tud war an oad deuet da skoazell, peizanted gant pep a draktor, blenierien kirri-samm, gant kamionoù cheuc'h : an holl 'oa aze evit lavarout ne oant ket a-du gant politikerezh bro Frañs. Merc'hed GAD ha SABCO 'oa aze ivez, ha Merret da glozañ, met gant ur programm n'eo ket sklaer c'hoazh. Petra 'vo graet resis ? Un emvod 'ba Pariz ? Reiñ gwirioù ispisial d'ar Vretoned ? Lakaat anezho da amprouiñ ur sistem all ?

Huchet zo bet gant an holl : "Tous ensemble, tous ensemble !", doare krogadoù melldroad, ur c'hartoñs ruz gant pep hini en e zorn.

Laouen eo an aozerien, deuet zo ur bern tud. Ret eo d'ar re a zo e penn ar stourm doujañ bremañ ouzh an dud zo bet skarzhet eus o labour, ha labourat ganto, just a-walc'h, evit un dazont e Breizh. Holl asambles.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...