Pobloù bihan Amerika ar Zu

Setu pobloù bihan o tisplegañ ar pezh emaint o vevañ, ur vaouez o kanañ, ha fin an abadenn la Obra, dirak 300 arvester.

Liseidi niverus, met tud all ivez, brezhonegerien holl, deuet e kreiz ar barradoù glav hag avel ...

Sonerezh al liseidi evit kregiñ, tonioù Cat Stevens, un ton kompozet ganto, ha setu la Obra o c'hoari, gant nebeut a dra war al leurenn, livioù broioù Amerika ar Zu.

Taolennoù, sonerezh, dañs, tud kreiz ar sal, touristed o welladenniñ piramidennoù bro Perou, bed ar gonsumerien hag an arc'hant o cheñch pep tra. Bed ar pobloù bihan, bed a re a stourm, re vihan a-enep ar re vras, stourm diaes, gant feulster alies.

Hag ur spi, ur spi bihan met ur spi memestra : ha ma vefe an holl, ken bihan, ken gwasket kad da stourm asambles ha da vont a-enep marv o sevenadurioù, o doare bevañ ?

Gant la Obra, e-pad ar pleustradeg, e veze gwelet tud o taremprediñ e teir yezh, o komz kastilhaneg d'unan a responte e brezhoneg d'eben hag e galleg d'ar rener leurenn glenmor. O wiadiñ emaint ur gevredigehz nevez ..;

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...