Publié le 31/10/18 12:01 -- mis à jour le 31/10/18 12:01


E lodenn gentañ ar sonadeg e vo al lazoù-kanañ : Kanomp ar Vro Sant Brieg, Kanerien ar Goëlo, eus Sant-Ke Porzh Olued, hag ar strollad bet añvet Kampion Breizh 2018, Mouezh Paotred Breizh.
E eil lodenn ar sonadeg e vo krouet kanadenn An Aval hag ar c’haliz gant Laz-kanañ Breizh, renet gant Jean-Marie Airault.
120 kaner eus c'hwezek laz-kanañ ezel eus Kanomp Breizh e vez kavet ennañ. Heuliet int gant : Sarah Coent (telenn), Jo Van Bouwel (fleüt), Loïc Padellec (uileann-pipes), Gwenaël Riou (ograou), Denis Guillou (gitar bout), Ronan Pouliquen (bombard).
Kanadenn An Aval hag ar C’haliz a zo bet skrivet gant Patrick Corlay e eizh lodenn disheñvel, a daolenn en un doare lourennek a blij kalzh skrivagner an Alre, maread gwinterezh eus feiz kozh ar Gelted d'ar feiz kristen nevez. Beuzet eo ar selaouer e-barzh ar pempvet kantvet. Etre istor ha mojennerezh e c'hell merzhañ hekleo feuls an emgannoù, hag an avel a-us d'ar runioù, a zigas c'hwezh ezans al lidoù.
MAT DA C'HOUZOUT
Mont e-barzh :
12€ o rakprennañ gant Kanomp Breizh pe o prennañ e Ofis an Touristellezh Kintin ha Sant-Briec Agglo. Bilhiji a zo da wezhañ ivez e : Fnac, Carrefour, Géant, Système U, Intermarché www.fnac.com – www.carrefour.fr– www.francebillet.com
0 892 68 36 22 (0.40 € TTC / min)
14€ deiz ar sonadeg, o vont e barzh ar penniliz. Digoust – 12 vloazh.
Titouroù :
06 31 81 26 47 kanompbreizh [at] wanadoo.fr
- Katell Chantreau: treuzkas ar brezhoneg er familhoù par J-L Le Floc\'h le 14/01/2023
- Oferenn e brezhoneg da vare Nedeleg e Naoned par J.R. le 06/12/2022
- Rouedad konterien e brezhoneg : d'ar 04122022 e Landelo par Kerne Multimedia le 20/11/2022
- D'an 21 a viz Kerzu : Nozvezh genskoazell evit Grain de sel (Kemper): klozadur an diskouezadeg Anna Preden + Sonadeg Noah ha Jean-Luc Roudaut par Anna Preden le 11/11/2022
- Bientôt un Brezhoneg Living Dictionary par Breizh Amerika le 16/10/2022
- Lesneven : Kafe Brezhoneg en-dro, …betek ar vro-Nepal par J-L Le Floc\'h le 17/09/2022
- Anjela Duval er Fil : barzhonegoù dislipet brav e brezhoneg par Kerne Multimedia le 22/08/2022
- An Alre : an ad-ti post e brezhoneg, ar beloioù, ha servijoù liesseurt… par J-L Le Floc\'h le 02/05/2022
Lazioù-kanañ pemp departamant Breizh ‘vez bodet e Kanomp Breizh. Hor pal a zo kas war raok ar c’han e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ, el lazioù-kanañ.
Karget eo neuze Kanomp Breizh da zerc’hel bev tonioù hengounel e brezhoneg, met souten a ra ivez komponerien ar vro da grouiñ oberennoù nevez evit lazioù-kanañ.
Sikour a ra ivez da vrudañ ar c’han e brezhoneg evit tud a bep oad hag a bep lerc’h, e Breizh pe en diavaez.