Aozet gant ar gevredigezh fea, e vez graet abaoe 3 bloaz bremañ ur genstrivadeg lenn. D'ar skolidi kelc'h 3 (CE2-CM1-CM2) da zibab peseurt levr en deus plijet dezho ar muiañ.

Aozet gant ar gevredigezh fea, e vez graet abaoe 3 bloaz bremañ ur genstrivadeg lenn. D'ar skolidi kelc'h 3 (CE2-CM1-CM2) da zibab peseurt levr en deus plijet dezho ar muiañ.

Kinniget e vez dezho, abaoe ur sizhunvezh pevar levr embannet gant Keit Vimp Bev, war stumm an nav a oa bet lennet gant 800 bugel an daou vloaz paseet.

Teo re dev a gont istor ur bugel a zebr re. Evel ki ha kazh : un istor familh o tegemer ur c'hazh ne blij ket tamm ebet d'ar c'hi staliet er gêr abaoe pell. Yellowcake a gont istor ur bugel a grog da studiañ a-drugarez da Internet ha d'ur maen-tislam anvet "Yellowcake". Brezel ar porzh c'hoari pe penaos treuzvevañ war ar porzh pa vez bugale unyezhek o tiskleriañ ar brezel d'ar re a zo divyezhek ?

Levrioù berr (ur c'hard eur lenn evit un den deuet) e lec'h e vez ur bugel 9/12 vloaz o kontañ an istor er c'hentañ gour. Istorioù a vremañ : ar boued, plas al loened e buhez ur bugel, an nukleel, an darempredoù etre bugale ... Evit kemer perzh d'ar genstrivadeg gant ar skolidi, mont e darempred gant ar gevredigezh : afea@laposte.net, http://afea.free.fr/ pe pellgomz d'an 02 98 71 74 94 - 06 79 14 96 87.

evit gwelout ar film graet gant Kristian ar Braz (Priz ar Vugale 2008/9 e Komanna) :

evit kaout titouroù resisoc'h diwar-benn al levrioù:http://keit-vimp-bev.info/priz-ar-vugale_br.html

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...