Koeffoù an Aven o nijal gant an avel dindan un heol splann ... Kleier tour an iliz o seniñ forzh pegement. Gortoz a ra ar c'hezeg er-maez evit

Koeffoù an Aven o nijal gant an avel dindan un heol splann ... Kleier tour an iliz o seniñ forzh pegement. Gortoz a ra ar c'hezeg er-maez evit kas ar re a zo nevez dimezet, daou gouplad, gant bugale ... Hag evel gwechall e vez prientet ar friko e-barzh chaodouroned bras-spontus ... war un adkarr gant rodoù ur c'hamion. Goude bezañ bet graet div wech tro an iliz, setu an dud o tiskenn hag o tañsal dirak daou davarn, bagad Banaleg, sonerien bro Kebeg gant ur violons hag ur gitar. Kelc'h Elliant a zo aze ivez, o tañsal dirak ar pub "Tad Kozh". Ha setu gavotenn an Aven danset gant ar re vras hag ar re vihan, seizennoù gwenn ha rochedoù du, gant dilhad brav perlezennet. Gourc'hemennoù d'an holl aozerien evit an abadenn vrav !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...