Put your name here

Bugale Skol Kervilin e Molan
Bugale Skol Kervilin e Molan

5 strollad trec'h e rummad kontadennoù e Kan ar bobl ba bro Kemperle !
Laouen e oa ar vugale da c'houzout e oa bet priziet o labour ba Pondi. Pleustriñ istorioù, gallout kontañ hep deskiñ dre eñvor, sellout ouzh an dud, bout kad da gemer mouezh ur c'horrigan torrpenn pe ur briñsez strobinellet e touseg, sed aze ar pezh o doa desket, ha kalz muioc'h ouzh an dra-se moarvat...
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 9/07/21 17:36 -- mis à jour le 09/07/21 17:36
Priz kentañ konterien e brezhoneg evit ar vugale : Kela hag Ana :
Réalisation : Trigone Production
(100 vues)

Laouen e oa ar vugale da c'houzout e oa bet priziet o labour ba Pondi. Pleustriñ istorioù, gallout kontañ hep deskiñ dre eñvor, sellout ouzh an dud, bout kad da gemer mouezh ur c'horrigan torrpenn pe ur briñsez strobinellet e touseg, sed aze ar pezh o doa desket, ha kalz muioc'h ouzh an dra-se moarvat... Gant pemp skol, ha peder skol kentañ derez (Diwan Kemperle, Kervilin Molan, Guehenno Kemperle, Kroaz Santel Kemperle) ha skolaj Kerbertram oa bet graet ul labour dreist, gant margodennoù (loeroù pe evit ar bizied), oc'h implij ar video (gant skeudennoù bro Kemperle evit Guehenno), war 22 film video, 10 a zo bet miret er c'hentañ tro gant juri bro Gerne.

Hag evit an eil tro, emit-hu ? Setu ar palmares hag al liammoù evit selaou anezho :

Kontadennoù en galleg :

- Priz kentañ, Josef, skol Kervilin ba Molan evit e gontadenn : "Jakez Donal" (istor Jakez, kavet e bro Skos hag e Breizh e levr YF Kemener)

- Eil briz : klas Ulis skol Guehenno Kemperle evit kontadenn "korrigan Sant Drin" (ur gontadenn broioù Izel azasaet da vro Gemperle)

E brezhoneg

- Priz kentañ : Anna ha Kela, skol Diwan Kemperle, evit "Ar brinsez strobinellet" (dastumet gant Fañch an Uhel ba bro Dreger)

- Eil Briz : Malo ha Matthieu, skol Kervilin (klas Simon) gant "Park ar gorriganed / penaos e oa ganet stêr Merien, dastumet gant Daniel Carre) :

- Taol Kalon ar juri da glasad Mael ar Floc'h Kevilin Molan evit e labour dispar graet gant : "ar wezenn avaloù" (kontadenn gant sonerezh graet gant ar vugale) ha "rimadelloù

https://youtu.be/pwBoqhKKgRs

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 1 commentaires
  Alan Le Brao
  le Vendredi 9 juillet 2021 22:17
Il y a quelque chose que je ne comprends pas en Bretagne dans l'apprentissage du breton, c'est l'accent français.
Autant ce n'est pas facile de parler correctement, avec une richesse lexicale et facilité le breton (et l'écrire) dans une univers totalement francophone et qui fait tout pour le rester, autant l'accent ??
Ce n'est certainement pas la plus dur à maintenir, acquérir ou faire renaître. Il y a bien un accent breton, une intonation qui a quasi-totalement disparu et n'est pas transmis et cela me parait un point fondamental car parler breton avec un tel accent français à couper au couteau cela ne donne pas envie aux autres d'apprendre et parler le breton. A quoi bon ?
Vous enlevé l'intonation, l'accent aux catalans, ils n'ont plus de langue ! La Catalogne n'existe plus.
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 8 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.