Gwilhmod Le Vendredi 25 novembre 2022 16:11
Bemdez e Breizh ez eus tud a bed evit adavielidigezh Breizh gant beleien santel.
Itron Varia, Mamm ar C’hrist-beleg, mamm beleien ar bed a-bezh, karout a rit kalz ar veleien, dre ma skeudennont ez-vev ha Mab unganet.
Sikouret hoc’h eus Jezuz dre ho puhez a-bezh war an douar, hag e sikourit anezhañ c’hoazh en Neñvoù. Hoc’h aspediñ a reomp : pedit evit ar veleien ! « Pedit an Tad a zo en neñvoù evit ma kaso labourerien war e eost » (Mazh. 9, 37).
Pedit evit m’hor bezo bepred beleien da reiñ deomp ar Sakramantoù, da zisplegañ deomp Keloù Mat ar C’hrist, ha da gelenn deomp ma teuimp da vezañ gwir vugale da Zoue !
Gwerc’hez Vari, goulennit hoc’h-unan digant an Tad ar veleien hon eus ezhomm kement anezho ; ha peogwir he deus ho Kalon pep galloud warnañ, grit m’hor bezo, A Vari, beleien santel, ha sent war-un dro. Amen.
Jean-Pierre Jadé Le Lundi 28 novembre 2022 07:59
Hep brezhoneg, Breizh ebet ha hep Doue, Breizh ebet kenebeut.