Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Reportage -
Jean-François Bernardini : ur stourmer evit ar yezhoù gwasket
E emvod kelaouiñ ar FIL e oa bet kinniget gant leader I Muvrini ur brezegenn ispisial : skrivet en doa un destenn evit lakaat sklaer e vennozhioù, ha diskouez e c'hoant da lakaat ar stourm da greskiñ
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimedia le 23/08/23 10:08
Fabl ar yezhjoù minorelaet :
Réalisation : tv bro kemperle- fea (721 vues)

E emvod kelaouiñ ar FIL e oa bet kinniget gant leader I Muvrini ur brezegenn ispisial : skrivet en doa un destenn evit lakaat sklaer e vennozhioù, ha diskouez e c'hoant da lakaat ar stourm da greskiñ.

Distroet eus Chamonix e lec'h en doa gwelet an dremmwell o cheñch a-galz, en doa skrivet ar c'haner un destenn fromus, lavaret en doa trugarez d'ar FIL, difenn a raer ar yezhoù gwasket gant ur Stad ne ra forzh outo, hag ivez kudennoù an en dro zo bet keñveriet gantañ d'ar c'hudennoù yezhoù o vont da get : "à quand une biodiversité des langues ?"

Siwazh deomp, e abadenn a oa un tammig evel an holl "vekanikoù" a vez gwelet en holl festivalioù bremañ : kalz a drouz, batiri, sonerezh a blij met a zo pell eus an hengoun kanet, un tammig evel ma vefe bet lakaet ar c'han hengounel e foñs ur pod evit dont en dro ur wech an amzer. Poblek ken-ken eo I Muvrini, treuzkas a reont ar c'horseg e pep lec'h er bed. Met petra a vez gortozet gant arvesterien ar festival ? Eñvorennoù o yaounkiz stourmerien ? Selaou komzoù barzhoniel Jean-François ? Klask un dazont evit yezhoù a vez komzet nebeutoc'h-nebeutañ ? Komzoù brav atav, gant ma vefent klevet gant ar brasañ niver...

2  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia]
Vos 1 commentaires
Naon-e-dad Le Jeudi 24 août 2023 09:50
Ne ouian ket na sonerezh na kanaouennoù I Mivrini (daoust din bezañ klevet anv ar strollad-mañ abaoe pell, rak o vrud dezhe), met ar pezh a lâr ar paotr er video-mañ a zo spiswell ha dedennus. Na re bounner, na re zister.
.
Evel komzoù justik-rik (selaou ouzh ar video betek 6mn pe muioc'hig) da geñver stad hon planedenn hag hon bed, hag hon yezhoù evel-just. Brav eo ar gêr "socio-diversité" implijet gant an den, a gav din. N'eo ket 'ta?
.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 3) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons