Put your name here


600 haiku erruet dija : chom a ra 21 devezh
Tem ar 21tañ kenstrivadeg haiku a zo "'trezek ar mor, prendre le large, la mè". Ha setu, war al lec'hienn taolkurun.free.fr, zo erruet 600 haiku dija hiziv.
Communiqué de presse de Kerne Multimédia

Publié le 9/12/20 22:27 -- mis à jour le 09/12/20 22:27
Evit reiñ un tamm awen deoc'h... :
Réalisation :
(198 vues)

Tem ar 21tañ kenstrivadeg haiku a zo "'trezek ar mor, prendre le large, la mè". Ha setu, war al lec'hienn taolkurun.free.fr, zo erruet 600 haiku dija hiziv. 20 vloaz dija oa bet kroget kenstrivadeg haiku gant ar gazetenn Hopala ha renet gant Alan Kervern. Pevar bloaz war lerc'h e oa tro ar festival Taol Kurun ba Kemperle o kenderc'hel gant ar c'honkour. Hiziv an deiz eo ar gevredigezh fea, aozerez Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale ivez, da lañsañ pep bloaz, un tem nevez gant ur juri efedus ha sirius ken-ha-ken, ma vefe e brezhoneg, e gallaoueg, pe e galleg. Bodet e Kemper, e ostaleri Max Jacob, setu an dud o tabutal ingal : Bernez Tangi, Pierre Tanguy, Melaine Favennec, Naig Kervella-Latimier, Mai Ewen, Malo Mouessel du Bourg, Danièle Duteil...

Hag evit lidañ ugent vloavezh krouidigezh gant tud deuet, gant krennarded ha bugale e Breizh hag e lec'h all (Roumania, Afrika, bro Suis, Kebeg, ...) e oa bet embannet ul levrig brav, un dastumadeg "366 haiku" gant fotoioù, testennoù o tielfennañ ar pezh a zo bet degaset gant seurt kenstrivadeg. Ur benveg eo evit brudañ an haiku ha broudañ haikerien da genderc'hel ha haikerien nevez da grouiñ en o yezh a-drugarez d'ar berrañ barzhoneg ar bed.

Evit ar re o dije prenañ al levr (ur prof Nedeleg a feson !)

- stal Penn da Benn ba Kemperle

- gourc'hemenn da Geit Vimp bev dre al lec'hienn :

- pe kas ur chekenn 15 euro da fea, sant adrian, 29300 An Arhanaou / Arzano

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.