Tro Menez Are 2011 : e Gwimilho e vlej an avel, o

7000 baleer dindan an heol, war bord ar sterioù, ur mor a dud dirak an iliz kozh ...

Avel yen hag heol splann a-hed an deiz, glad Gwimilio lakaet war-wel, evel en amzer ar pardonioù, pa oa bannieloù aour hag arc'hant ma tiskouezer pinvidigezh parrez Sant Milio !

Ur mor a dud e straedoù Gwimilio, tud o tiskuizhañ dirak an iliz, tud all o selaou Dominig, ur paotr desket bras o tiskouez pinvidigezhioù an delwennoù, ar c'halvar, ar bannieloù gant aour ha gant arc'hant, 50 kilo pep hini anezho...

Pelloc'h, sonerien biniou bras, trompilh, kanerien kan ha diskan. Bugale o krapat ouzh ur voger staliet a-ratozh evito.

Ha war an hentoù, emit-hu ? Pignat, diskenn,e-barzh koadoù pin, stêrioù brav. Hag an heol splann o kanañ ha fresk, just evel ma faote d'ar valeerien, na re domm, na re yen.

E Luzet e oa Anne Guillou, ar sokiologourez brudet, a zegemere an dud en ur greizenn sevenadurel nevez-flamm, ennañ gweleoù, ur gegin, hag ur sal vras evit an dud o dije c'hoant da zistreiñ d'ar vro.

Ha da 7 eur noz e chome tud o klask o c'harr-tan, ne ouient ket mui e peseurt park-lec'h o doa laosket anezhañ...

Gourc'hemennoù neuze d'an 300 aozer !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...