haiku haruto
haiku haruto

Ur strivig, tudoù ! Chom a ra daou zevezh...

Ur strivig, tudoù ! Chom a ra daou zevezh...

N'eo ket diaes : teir linenn, 5/7/5 silabenn, ur foto fromus graet gant gerioù, liammet gant an natur, ar santadurioù, un dra ne bad ket, ha diwar tem ar c'han : kan al laboused, ar raned, an traktor, kan ha diskan, rock, kanaouennoù Nedeleg pe Nana Mouskouri...

Ar bloaz paseet oa bet resevet 730 haiku, ha dindan ar sifr-mañ e vefemp ar bloaz-mañ ? Neuze, kouraj tudoù, amzer ho peus da leuniañ war eeun ar fichenn savet e brezhoneg war ar rouedad gant ur stlenneger yaouank en doa savet al lec'hienn e teir yezh, mar plij ganeoc'h !

http://taolkurun.free.fr/haiku/page/degemer.php?lang=brezhoneg

Haiku resevet, skouerioù

(m'ho peus c'hoant lenn an 216, klikit amañ :

http://taolkurun.free.fr/haiku/page/haikuiou.php?lang=brezhoneg

Dindan sked ar loargann,

e-kreiz ar bodoù brug ha lann,

ar stivell hud a gan.

Lalalaleno

Er mikro s'ar Sadorn noz

Ar plinn a strinko!

Ur ton karantez

hep piano na gitar :

'vel ur wezenn hep delioù.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...