Barzhoneg bet kompozet gant Mai Ewen, skeudennaouet gant Fañch Langoet
Barzhoneg bet kompozet gant Mai Ewen, skeudennaouet gant Fañch Langoet © Domaine public

Abaoe pell bremañ emañ ar gevredigezh fea war he fajenn facebook o vrudañ ar varzhoniezh mod Japan e brezhoneg, ar bloaz paseet e oa bet rastellet un 250 haiku bennak gant ur ger disheñvel roet bemdez

Abaoe pell bremañ emañ ar gevredigezh fea war he fajenn facebook o vrudañ ar varzhoniezh mod Japan e brezhoneg, ar bloaz paseet e oa bet rastellet un 250 haiku bennak gant ur ger disheñvel roet bemdez

Met petra eo un haiku ? Ur varzhoneg verr, teir linenn, 5/7/5 silabenn, foto an natur graet gant ar gerioù. Ur verb hepken displeget en amzer a-vremañ, pe verb ebet. Ur fromm simpl, liammet gant ar skeudenn, ha rim ebet. "Disoñjit pep tra a denn eus barzhoniezh kornog Europa ! " a lâre Alan Kervern.

Lyrisme", n'eus ket, na plas kreiz ar barzh ! Uvel, simpl, brav, fromus... Aes ha luziet war un dro.

Neuze, emgav bemdez a-raok 9 eur evit kaout ur ger war bajenn fea, hag an devezh evit skrivañ ha kas en dro da bajenn facebook fea, e MP, pe mod all (met luzietoc'h eo evit an aozerien) war ar chomlec'h afea@laposte.net.

Laouen e vimp d'ho lenn, d'ho embann, d'ho rannañ ar pezh brav a vez skrivet pep bloaz. Ha mersi bras d'ar varzhed !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...