9 skrivagner evit ar re yaouank asambles e Karaez

Goulc\'han Kervella, Kristian ar Bras, Pierre-Emmanuel Marais, Jakez-Erwan Mouton, Herve Lossec, Muriel Morvan, Yann Fanch Jacq, Envel Kervoas ... Amañ e oant evit tabutal : peseurt dazont evit al lennegezh evit ar re yaouank ?

Gwirvoud pe faltazi ? Sed aze Goulc'han o klozañ un tabut div eurvezh gant 9 skrivagner deuet d'ar salons evit eskemm gant al lennerien ha gant ar skrivagnerien all. 50 romant

Gwirvoud pe faltazi ? Sed aze Goulc'han o klozañ un tabut div eurvezh gant 9 skrivagner deuet d'ar salons evit eskemm gant al lennerien ha gant ar skrivagnerien all.

50 romant e 5 bloavezh gant Priz ar Youankiz ha Priz ar Vugale : skiant faltazi, faltazi, romantoù istorel, polis, ... Peseurt yezh implij ? "Plaen" a respont Kristian ar Braz. "Gwriziennet mat", eme Goulc'han. "Ar memes hini evit ar re deuet" ouzhpenn Herve Lossec.

Levezonet int gant buhez pemdeziek o bugale : Pierre-Emmanuel Marais evit skrivañ "Ronan ar c'horrigan", Muriel Morvan evit "Etre ki ha kazh".

Peseurt hent kemer evit an dazont ? Un doare "skrivañ a-stroll" evel e Breizh Veur ? Ur stummadur ? Lakaat ar vugale en ur bed all, ha kemer kalz amzer evit ijin ar bed-se (sav-poent Uisant Crequer hag Anaig Kervella)? Penaos sevel lennegezh an 21vet kantved ? Penaos disachañ evezh ar vugale hep rekipeoù kegin ? Goulennoù direspont, met ur sapre tabut a zo bet, pinvidik, hag a zo da genderc'hel evit an holl skrivagnerien a vo e Breizh hag o deus c'hoant krouiñ e brezhoneg.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...