Kinnig a ra ar strollad Fubudenn ur pezhig c'hoari 40 mn e brezhoneg, anvet « Kurunennoù ar rouanez » e miz Even e bro an Oriant

Kinnig a ra ar strollad Fubudenn ur pezhig c'hoari 40 mn e brezhoneg, anvet « Kurunennoù ar rouanez », istor ur paotr, Honza, a glask gounit arc'hant o c'hoari gant ar rouanez. Ma vo trec'h, 300 kurunenn aour, ma ne vo ket … soudard ar rouanez e vo e-pad 20 vloaz. C'hoariet oa bet 8 gwech e Kemperle, Tremeven, Banaleg, Ar Zent. Gwelloc'h eo ober un abadenn evit ar re vihan, hag unan all dirak ar re vras CP/CM2.

Digoust eo an abadenn, difrejet e vez an dud evit an hent graet (war dro 30/50 euro hervez an hent) ha ma vez un dra bennag da zebriñ pe da evañ goude an abadenn, n'eo ket falloc'h.

Gallout a raio ar strollad c'hoari :

d'ar gwener 8/6 da 10e30

d'ar gwener 15/6 da 10e30

d'ar gwener 22/6 da 10e30

d'ar gwener 29/6 da 10e30

Erruout a raio ul lodenn eus ar strollad (5 den en holl) da 9e evit staliañ ar sal (4m/4m), an dafar hag an dilhad. Simpl-tre eo. N'eus ket ezhomm a dredan. Komzet e vo e brezhoneg gant nebeut a c'herioù eus Roumania (« Djindobre » a dalv « Demat », ha « Dobry Notz » a dalv « Noz vat »...). Moaien vo deskiñ an div sonenn ivez : unan e roumaneg, berr a-walc'h hag eben e brezhoneg.

Evit gouzout hiroc'h : 02-98-71-74-94 / 06 79 14 96 87 pe taolkurun@laposte.net

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...