Put your name here

Mousc'hoarzh Simone...Photo PQR Ouest France
Mousc'hoarzh Simone...Photo PQR Ouest France

Aet eo ar stourmerez Simone de Bollardière d'an Anaon
Stourmet he doa a-hed an amzer, pa oa bev he gwaz, ar Jeneral, met war lerc'h ivez, war bep dachenn : Diwan, ti-gar Kemperle, gwirioù tud Aljeria, an nukleel...
Annonce de Kerne Multimédia

Publié le 8/12/20 19:07 -- mis à jour le 08/12/20 19:07
Désobéir est parfois un devoir :
Réalisation :
(6 301 vues)

Stourmet he doa a-hed an amzer, pa oa bev he gwaz, ar Jeneral, met war lerc'h ivez, war bep dachenn : Diwan, ti-gar Kemperle, gwirioù tud Aljeria, an nukleel... Da 97 vloaz he doa graet Simone un hir a hent buhez. Marv eo er gêr, e Talhoed, e Gwidel, e lec'h ar familh he oa adkempennet tiez kozh evit bevañ gant ar peder merc'h, gant Armel deuet da vout stourmerez d'he dro evel dilennadez Sant Brieg.

Dimezet yaouank-tre d'ar jeneral, aet e oa gantañ d'an Indochine. Ha war lerc'h pa oa bet dibabet gantañ mont kuit eus an arme, reiñ e dilez abalamour d'ar jahinerez a veze implijet gant soudarded bro C'hall e oa bet ret dezhi skoazell anezhañ. War vag o doa skoazellet stourm ar re a oa o klask lakaat da baouez an taolioù esae nukleel e morveur an Habask.

Skoazellet he doa skol Diwan sant Brieg ha skol Diwan Kemperle, ingal, deuet da bep digoradur, da bep gouel, ur vignonez feal, un Itron hag ur vaouez peg he mousc'hoarzh ouzh he muzelloù atav.

E-pad meur a vloavezh e oa aet da di-gar Kemperle evit difenn buhez ar vro, asambles gant dilennidi Kemperle hag an Aotrou le Penseg. Prest atav da vont e kement film diwar an nukleel, tud Aljeria o c'houzañv c'hoazh, tout an dud oa plijet gant ur vaouezh digor he spered, kurius...

Kenavo Itron Bollo, Simone, ret e vo derc'hel soñj ha chom ken plom evit ar stourmoù da zont !

Obidoù warc'hoazh dimerc'her e Gwidel, evit 30 den, met posubl e vo mont barzh ar vered.

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.