Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Georges Lombard (tu kleiz) a oa bet roet gantañ Karkan an Ermin e Kemper e 1991. Ivez Robert Legrand ; Pierre Laurent ha Pierre-Jakez Helias.
Georges Lombard (tu kleiz) a oa bet roet gantañ Karkan an Ermin e Kemper e 1991. Ivez Robert Legrand ; Pierre Laurent ha Pierre-Jakez Helias.
- Communiqué de presse -
Aet eo d'an anaon Georges Lombard, kadoriad kentañ Skol-Uhel ar Vro

Kadoriad, izili Skol-Uhel ar Vro ha kolaj an Erminiget a zo glac'haret o kemenn deoc'h ez eo aet da anaon Georges Lombard. Lidet e vo e obidoù digwener ar 17 a viz Gwengolo da 2e15 goude koan en iliz Sant-Loeiz e Brest

Patrick Malrieu pour Institut Culturel de Bretagne le 15/09/10 11:59

Kadoriad, izili Skol-Uhel ar Vro ha kolaj an Erminiget a zo glac'haret o kemenn deoc'h ez eo aet da anaon Georges Lombard, kadoriad kentañ Skol-Uhel ar Vro eus 1981 da 1986, ezel eus Urzh an Erminig, un urzh krouet gant Yann IV e 1381.

Roet en doa dezhañ ul lusk nevez e 1972, pa oa kadoriad ar C.E.L.I.B., p'en doa roet kolier an Erminig da René Pleven.

.

Lidet e vo e obidoù digwener ar 17 a viz Gwengolo da 2e15 goude koan en iliz Sant-Loeiz e Brest.

Ho koulenn a reomp en em unaniñ a spered da eñvor an hini a chomo evit an holl un difennour kalonek ha mennet eus ar Vro hag he sevenadur.

 

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 8 ?