133 vues

Atav gant ur skerb gwenn, gant ur fent hag un doare stourm a oa dezhañ hepken, setu Jean-Yves Cozan e baradoz ar Gelted

Atav gant ur skerb gwenn, gant ur fent hag un doare stourm a oa dezhañ hepken, setu Jean-Yves Cozan e baradoz ar Gelted

Pet skol Diwan a zo bet sikouret gant an den barvek, sioul, prest da skoazell kement raktres foll a oa er vro evit lakaat ar brezhoneg da ziwan e pep lec'h e Penn ar Bed ? Traoù a seblante dibosubl evel sevel ur skol e Banaleg, e Kemperle, hag en ur bern lec'hioù a deue da vout simpl, kaset gantañ. Pa oa bet trubuilhoù e Kemperle en doa kinniget sevel "ur gouel, ur gouel evel ma oar ar Vretoned aozañ, mod-se e vo proueet pegen stag eo ar Vretoned ouzh o yezh". Ha gwir e oa : savet e oa bet ur skol nevez evit Diwan ar bloaz war lerc'h, gant ur maer nevez, degemeret e burev izprezidant Kuzul Meur Penn ar Bed e lec'h e oa ur pezh mell Bouddha a-dreñv dor ar burev o tegemer an dud.

Un den a zo bet tamallet meur a wech, met sklaer e oa ar stourm evitañ : sikour kement raktres a oa evit adperc'hennañ ur yezh a oa tonket da goll, memes ma ne gomze ket Jean-Yves yezh ar vro, e lavare alies frazenn Paol Keineg "on a arraché ma langue de mon palais d'enfant". Beaj dous ha sioul en tu all d'ar bed, Jean-Yves, ha mersi bras evit ar sikour 'peus roet d'an dud amañ.

Obidoù diriaou da 3e goude merenn e iliz veur sant Kaourantin Kemper.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...