E bourzh ar vag, war-zu Enez Eussa (2009, Tro Sant Paol)
E bourzh ar vag, war-zu Enez Eussa (2009, Tro Sant Paol)

Ur beleg karet hag anavezet gant kalz a dud, hag ur brezhoneger a-feson...

Ma ‘z eus unan hag a zo bet ur marc’h-labour ez eo Job An Irien. War dachenn ar yezh hag ar Feiz.

 

E-penn ar « Minihi-Levenez », ar greizenn gatolik e Penn-ar-Bed, bet savet gantañ, dindan goulenn Aotroù an Eskob Kemper, daou-ugent vloaz zo, e oa Job, ouzhpenn un den a Feiz, un dudenn zivent e bed ar brezhoneg.

 

Beleg, beajour, skrivagner, klasker e oa barrek-tre war ar broioù keltiek ha Breizh. Brezhoneger a-vihanik e oa.

 

D’an ampoent, pa skrivan ar gerioù-mañ ne ouian ket pegoulz ha pelec’h e vo lidet an interamant. Ne ouzer nemet ez eo aet da Anaon abred disul. Gortozet  e oa dre ma oa deuet da vezañ kozh ha klañv.

 

Komzet e vo diwar e benn diwezhatoc’h.

Hep gortoz, setu evit an tamm keloù pouezus-mañ.

Addendum /Ouzhpennad (digant kevredigezh ar Minihi):

Dimerc'her 5 (a viz C'hwevrer 2025) e vo lidet an interamant e Landerne hag e vo beziet Job e Trelevenez