Jean-Charles Perazzi au festival Taol Kurun 2013

54 vues

Ur c'hazetenner a feson oa Jean-Charles Perazzi, tost ouzh an dud, fentus ha sirius, prest da zifenn holl stourmoù Breizh : Plogo, Diwan, ar repuidi, al labour war ar maez, an diorren padus, un doare da gazetenniñ dieub hag emren

Ur c'hazetenner a feson oa Jean-Charles Perazzi, tost ouzh an dud, fentus ha sirius, prest da zifenn holl stourmoù Breizh : Plogo, Diwan, ar repuidi, al labour war ar maez, an diorren padus, un doare da gazetenniñ dieub hag emren.

War e leve e kendalc'he Jean Charles da lenn ar gazetenn ha d'ober goap ouzh ar re a chome war c'horre pa veze anv eus stourmoù ar vro. Lavaret en doa zoken e kafe filo Taol Kurun d'ar gazetennerien oa deuet evit selaou "n'ho peus ket ar santimant e vez berraet ha cheñchet ho pennadoù kar an eveshaerez a zo ' barzh ho empenn".

Deus bro Dreger oa mamm Jean Charles, met deus Amerika Latina oa e dad. N'eo ket chomet pell er vro, hag e vamm da labourat noz ha deiz evit e bugale. Desket en doa da liorzhañ abred, hag e tiig Ploveilh e veze graet profoù etre liorzherien, kit da selaou an abadennouigoù a oa bet graet gantañ d'ar mare-se, ur gwir blijadur. Gant ma vo dous an douar ha baradoz ar sonerien hag an dud just, an dud reizh, eveldout !

Kentelioù liorzhañ en linenn :

https://abp.bzh/la-derniere-lecon-de-jardin-avant-juin-25710

https://abp.bzh/les-instruments-du-jardinier-25552

https://abp.bzh/pucerons-et-coccinelles-combat-inegal--26558

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...