Naig Rozmor photo http://www.roscoff-quotidien.eu/rozmor.htm
Naig Rozmor photo http://www.roscoff-quotidien.eu/rozmor.htm

Nijet kuit an Itron a ouie barzhonekaat, c'hoari c'hoariva, stourm war bep tachenn

Nijet kuit an Itron a ouie barzhonekaat, c'hoari c'hoariva, lakaat lennegezh dre gomz ha dre skrid war un ton uhel e brezhoneg

Naig Rozmor, plac'h Rosko a ouie mat buhez ar merc'hed war ar maez. Tamm ha tamm, kelennerez, stag ouzh he bro, he doa kroget da skrivañ e brezhoneg, karantez ar vro met karantez korf ivez. Ar pezh oa dreistordinal d'ar mare-se.

Gant Ar Vro Bagan, meur a bezh c'hoari oa bet savet ha c'hoariet ganti (Ar Mestr, Johniged an Hilda...), ha gant Remi Derrien e oa bet c'hoariet "Ar foll hag ar marv", skrivet gant Dario Fo. Aet kuit o-daou re abred, ha setu minored bremañ tud ar c'hoariva hag al lennegezh e brezhoneg.

Evit selaou ar startijenn divent a oa ganti e chom enrolladennoù Kristian ar Bras war radio an aodoù (da bodakastiñ war Radiobreizh.net), pe c'hoazh an testennoù brav meurbed, an hini diwezhañ savet e ti ar re gozh, pa oa Naig o c'houzañv gant kleñved Alzheimer.

Trugarez deoc'h, Naig, evit an oberenn hag ar skouer out evit an holl, hag evit ar merc'hed dreist-holl, evit diskouez dezho e oa posubl bout dieub, skrivañ, krouiñ, evel forzh piv war ar voulenn douar-mañ. Evel forzh peseurt eostig pe laouenan war barr ur wezenn.

Evit selaou an div abadenn radio aozet gant Kristian ar Bras :

http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=4669

http://www.radiobreizh.net/fr/episode.php?epid=4672

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...