Gouel al Levrioù 2020 (Karaez) - video Manon e brezhoneg

463 vues

Gouel al Levrioù 2020 e Breizh, e Karaez: Priz an danevell e brezhoneg

D’ar sul 25vet a viz Here 2020 eo aet Priz an danevell e brezhoneg gant Manon Le Gourrierec, e Gouel al Levrioù e Breizh, e Karaez, evit he danevell « Seul Vuioc’h  », embannet gant Editions Nidiad.

An eil danevell e brezhoneg eo evit Manon, daoust dezhi bezañ skrivet danevelloù e galleg ivez. «  Seul Vuioc’h  » a ra war-dro ur plac’h yaouank, tapet ganti he skiant-prenet vicherel gentañ. Emañ-hi o talañ ouzh ar gwask, ar regas, hag an dihevoud war zachenn al labour. Gwazoc’h-gwasañ e vo bevet an dra-se ganti. Dont a ra an istor eus skiant-prenet bersonel, met chom a ra ivez ijinet un tamm, hervezhi.

gerioù

. hevoud https://fr.glosbe.com/fr/br/bien-%C3%AAtre = en em santout mat, bezañ en e vleud / he bleud . dihevoud = ar c’hontrol, n’emañ ket en e vleud / he bleud. (ar ger-se n'eus ket anezhañ neblec’h!)

lec'hienn Gouel al Levrioù

. Karaez2020 https://www.festivaldulivre-carhaix.bzh/br/priz-an-danevell-e-brezhoneg/

notenn: brezhoneg diwar galleg pennad

skrivet gant Philippe Argouarc'h