282 vues

Divontet an "totemoù", peget warno pegsunioù, lakaet anezho e kreiz ar festival : met pegoulz e vo ur plas evit ar brezhoneg e skol-veur ?

Divontet an "totemoù", peget warno pegsunioù, lakaet anezho e kreiz ar festival : met pegoulz e vo ur plas evit ar brezhoneg e skol-veur ?

Ur mor a dud en Oriant goude an dibunadeg veur : heol splann ha tud laouen, koeffoù ha ticheurtoù Aita mesket.

E kreiz tout e erruont gant totemoù skol veur an Oriant, e galleg tout. Daoust da digoradur ar skol veur a oa bet trubuilhet gant Aita dija, n'o doa ket cheñchet o folitikerezh yezh.

A-boan erru war al lec'h, setu prezidant skol veur ar Gwir e Gwened o tostaat : "Paour kaezh studerien war ar stand, n'o deus ket da vevañ seurt traoù".

Ha da arguzenniñ war lerc'h : "digoret'm eus e barzh ma skol veur prantadoù brezhoneg, met da betra servij lakaat muioc'h ? Perak brezhonekaat ar skol veur o lakaat traoù e div yezh ? Ha perak stummañ e brezhoneg an dud e pep campus ar vro ?"

Evit netra, aotrou Prezidant, just evit ober evel forzh peseurt pobl en deus ur yezh, evel e bro Iwerzhon, e Kerne Veur, e Kembre, e Manav...

Evit netra aotrou Prezidant, pa vez ur goulenn sokial gant ur c'hresk disehan e familhoù Breizh da adperc'hennañ ur yezh a oa tonket da vervel gant bugale e rummadoù divyezhek, gant bugale a vo liesyezhek, kad da gomz gant Kerneveuriz, Galisianiz, Asturianiz...

Ne vefe ket ho stourm evit an unyezehegezh, aotrou Prezidant, ur stourm echu kentoc'h ? Hag ouzhpenn da-se, ur stourm a ya a-enep gwirioù ar yezhoù minorelaet ?

Un emgav a a vo ar sizhun o tont etre Aita ha Jean Peter, prezidant skol veur An Oriant. Ra vo komprenet un devezh bennak talvoudegezh an divyezegezh e Breizh !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...