Burtul, un danevell hag ur film boemus ...

Piv eo ar sunerien-wad ? Perak int ken entanet an dud da lenn lennegezh voemus ?

Danevell Burtul a zo bet filmet gant Frañs 3 er bloavezhioù 1980, un digarez evit dont da lise Diwan da zisplegañ piv eo ur suner-gwad ...

"N'eus ket a sunerien wad jantil", eme Jef Fulub. Twilight, euzhviled seven ar skinwel pe ar sinema, n'eus ket eus outo e lennegezh klasel. O tont eus Europa ar Reter emañ Drakula, sunerien wad ne oa ket anezho e Breizh. Met perak e vez kement-se a dud sot gant istorioù boemus ? Perak e from kement an aon, an diaoul, kment tra a zo dreistnaturel ?

Boemus eo ur skrid pa grog en ur bed ordin. Pa ne grog ket an istor gant "ur wech e oa". Aze e oar diouzhtu an arvesterien e vo lec'hiet darvoudoù an istor e bed ar marvailhoù. E lennegezh voemus avat, e teu an "dreistnatur" hep bout gortozet, en un taol, gant munudoù, gant tud damheñvel ouzhomp ... Kalz ankeniusoc'h eo, met pebezh plijadur !

Pinvidikaet eo bet ar senario gant Jef Fulub hag ar filmaozer. Adskrivet eo bet penn-da-benn penn-kentañ ha dibenn an istor. Labour c'hoarier Burtul er film a zo brav, jestraouiñ a ra kalz, gant daoulagad dispourbellet.

Evit gallout filmañ e oa bet ret d'ar skipailh lakaat gouleier er vered. Ha tout tud ar barrez a zo deuet da sikour evit ar skeudennoù diwezhañ, pa vez an holl o redek war-lerc'h Drakula, priñs ar sunerien wad, staliet en ur c'harr-tan Citroën kozh !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...