Goude an troad, an dorn, ar c'hilog, ar c'hurun, ar sklerijenn, al labous... Setu tro al louarn.

Goude an troad, an dorn, ar c'hilog, ar c'hurun, ar sklerijenn, al labous... Setu tro al louarn abalamour da dem ar festival hag a zo "Bezañ dizalc'h hag emren" / "Être libre et autonome".

Simpl eo ar reolenn : ret eo kas tri haiku d'ar muiañ (3 werzenn 5/7/5 troad) e brezhoneg, galleg pe galloeg. Un haiku a vez diaezet war ar sellout ouzh traoù simpl, kavet en natur, un dra a zo c'hoarvezet dindan un amzer verr hag a zo fromus, direnkus, dic'hortoz. Ret eo kas ar barzhonegoù a-raok d'ar c'hentañ a viz genver 2012 da Taol kurun .

Skouerioù :

Piv a yelo da glask an heol

war ar bern teilh ?

Gwad 'ba beg al louarn.

Embannet e vo el linenn diouzhtu war lec'hienn festival Taol kurun hag e vo roet ar prizioù (levrioù, dafar evit skrivañ barzhonegoù, embannadur en ul levrig) e-pad ar festival.

Evit kas ho haiku : taolkurun@laposte.net

evit sellout ouzh re ar bloaz paseeet (al labous) : http://taolkurun.free.fr/pages/pages_tk12/haiku_bzg_bu_tk12.html

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...