Les Ramoneurs de menhirs : pa vez rock Berurier o kejañ gan Louise, Momo, ha kanerien yaouank
Silwink, ur strollad reggae
Get Lucky, ur "buzz" war Internet
Kaou Langoet, gant Gimol Dru Band
Burtul, strollad metal bet trec'h e Taol Lañs
- Chronique -
Allah's kanañ, rap ha rock : hentoù ar vrezhonegerien yaouank
20vet pennad war "Diwan, 40 vloaz dija". A-fed sonerezh e vez gwelet kalzig a dud yaouank a glask hentoù nevez, o klask ur sonerezh heñvel outo...
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 13/11/17 10:14
:

20vet pennad war "Diwan, 40 vloaz dija". A-fed sonerezh e vez gwelet kalzig a dud yaouank a glask hentoù nevez, o klask ur sonerezh heñvel outo...

Ur wech e oa Storlok... Bernez Tangi, Denez Abernot, Mona Jaouen, Bob Simon, Philippe Abalain, Gildas Beauvir,... strollad rock kentañ e brezhoneg e 1976, c’hoariet pemp gwech war al leurenn, hag echu... Ur bladenn selaouet atav hiziv gant ar re yaouank. Ur meskaj brezhoneg ha saozneg, krouidigezh vrav en ur brezhoneg brav

Rock a-vremañ

Ha da c’houde ez eus bet EV, Dom Duff, Trouz an noz, Brieg Guerveno... Start an hent evit ar re a zibab bout soner rock e brezhoneg hiziv. Kalz diaesoc’h eget hini ar ganerien festoù-noz.

Gant Nolwenn Korbell ez eus bet un doare disheñvel da seniñ rock. Bernez Tangi a gendalc’h gant e strollad adstummet « Pemp biz », embannet ur bladenn nevez gante e 2015. Gant « Les Ramoneurs de menhirs » vez graet ur meskaj interesant etre an hengoun (koublad biniou bombard, kan hengounel gant Momo, Gwenael pe Louise Ebrel) ha sonerezh punk ar Berurier. Ober a ra berzh en Europa a-bezh, e galleg hag e brezhoneg.

Rap, punk, reggae ...

Dre an Taol Lañs ha d’an Erer kozh e vez lakaet war al leurenn bep bloaz strolladoù nevez, savet war ar prim a-wechoù. Mod-se e oa bet pe emañ c'hoazh rock druz Gimol Dru Band, country Egin, reggae Silwink, metal Burtul, ha koublad merc’hed Adnoz. Strolladoù liseidi a vez gwelet war lerc’h a-wechoù evel Startijenn a ra war dro sonerezh festoù-noz. Da c'houde ez eus bet gwelet lod eus sonerien Startijenn o krouiñ ar strollad rap Rhapsoldia hag ur strollad sonerezh etrekeltiek gant kanaouennoù kompozet gant Konogan an Habask hag e strollad Pevarlamm. Nerzh krouiñ Elsa Corre ivez, kanerez er strollad-se met e meur a strollad all ivez evel Barba Loutig, ur strollad merc’hed a gan e festoù-noz gant doare liezvouezhiek merc’hed Okitania La mal coiffée. Nevez zo oa kinnigoù liesseurt Perynn gant rap, opera, rock, ha sonerezh bubblegum "C'hwi a gano", gant strollad Marine Lavigne oa bet boulc'het ivez un hent war zu ar salsa evit kan ar Redadeg 2018, hep komz eus ar pezh oa bet graet gant Fred Boudineau ha Loeiza Beauvir gant fado Portugal ha komzoù fromus aozet gant ar ganerez.

Bev-buhezek eo ar stummoù, met evit gounit o zamm kreun eo aesoc’h d’ar ganerien bout e meur a strollad hag e bed ar festoù-noz ivez...

Voir aussi sur le même sujet : diwan, 40 vloaz, sonerezh, kan da selaou
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons