500 arzour a youl-vat, 54 abadenn : setu ar pezh a vo kinniget e-pad tri devezh e pep korn departamant Penn ar bed. Daou strollad a c'hoari e brezhoneg a gemero perzh en darvoud-se. Gant ma vint niverusoc'h er bloaz o tont !

A-drugarez da di c'hoariva Brest ha da Guzul-meur Penn-ar-Bed e vez aozet pep bloaz, e fin miz Mae, "amzer nevez ar c'hoariva", Ur bern strolladoù c'hoariva a youl-vat a c'hoario un tammig e pep lec'h.

Kregiñ a raio digwener noz evit echuiñ disadorn e Pont-'n-Abad gant ur bern abadennoù, e sal an Triskell, met ivez er maez, evit a sell ouzh ar festival "off".

Mod-se e vez diskouezet pegen bev eo ar c'hoariva. Ne vez roet priz ebet, hag un digarez brav eo evit kement hini en deus c'hoant a zdiskouez al labour kaset da benn e-pad ar bloaz.

Daou strollad a c'hoari e brezhoneg a vo : strollad Plougin (Ene Karg e doull) d'ar Sadorn 28/5, Fubudenn (Dañjerus tamm ebet d'ar Gwener 27/5 o tont er Chap'L e Konk-Kerne ha "Fest ar pemoc'h" e Pont-'n-Abad disul).

Evit sellout ouzh roll an abadennoù :

http://www.lamaisondutheatre.com/

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...