Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Conference -
An Alre, prezegenn get Fañch Broudic : Komz brezhoneg en XXIvet kantved, d'ar Sadorn 20 a C'Hwrevrer

Komzet e vez brezhoneg e 2010 : un dra diaes da grediñ a vehe bet evit ar re a sonje dezhe e vehe aet da get hor yezh e-kerzh an ugentved kantved. Met nebeutoc'h-nebeut a dud a gomz breton. Ur sondaj savet e 2007 get ar stal TMO ha Fañch Broudic a ziskouez penaos eh eus 30% nebeutoc'h a vrezhonegerien hiriv evit ma oa dek vloaz 'zo.

Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 11/02/10 12:49

Komzet e vez brezhoneg e 2010 : un dra diaes da grediñ a vehe bet evit ar re a sonje dezhe e vehe aet da get hor yezh e-kerzh an ugentved kantved. Met nebeutoc'h-nebeut a dud a gomz breton. Ur sondaj savet e 2007 get ar stal TMO ha Fañch Broudic a ziskouez penaos eh eus 30% nebeutoc'h a vrezhonegerien hiriv evit ma oa dek vloaz 'zo.

Met pet a dud a gomz brezhoneg da vat ? Piv a gomz hiriv an deiz ? Ha petra eo soñj ar Vretoned : talvoudus eo ar yezh evite ?Get piv ha penaos e vo komzet en amzer da zonet ? Levr nevez Fañch Broudic, "Parler breton au XXIe siècle" (embannadurioù Emgleo Breiz), a glask displegiñ disoc'hoù ur sondaj bras bet savet e 2007 : stad ar yezh, sonjoù ar Vretoned a-zivoutañ,...

Fañch Broudic a zay da gomz a-ziàr an dra-se d'ar Sadorn 20 a viz C'Hwevrer, 2 e 30 d'enderv, e-pad un emgav savet get Kerlenn Sten Kidna, en Alre, e sal ar Gerlenn, 6 straed Joseph Rollo en Alré (skol gozh Rollo, e-tal preti ar galon). Fañch Broudic a gomzo ivez a-ziàr-benn ar gwenedeg, ar rannyezh komzet e Bro An Alre. Hervez ar sondaj, 14% ag ar re a gomz brezhoneg, a gomz gwenedeg, da lâret eo 24.000 den.

Fañch Broudic a ginnige an abadennoù brezhoneg war Frañs 3 ; labouret en deus kalz war ar yezh ("sociololinguistique").Ezel ag ar CRBC (Centre de Recherche Bretonne et Celtique), e Skol-Veur Brest eo ivez, ha prezidant ti-embann Emgleo Breiz.

Kerlenn Sten Kidna,
6 straed Joseph Rollo
56400 An Alré.
Pellgomz : 02 97 29 16 58
A vat e vo, hag e galleg.

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 1 ?