Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Revue de Magazine -
An Dasson 68 a zo deuet er maez : atersadenn get Tugdual Kalvez
An Dasson 68 : Ha petra 'dalv An Alré ?... Niverenn 68 An Dasson, kelaouenn embannet get Kerlenn Sten Kidna (an Alré), a zo deuet er maez. Pennadoù divyezhek
Christian Le Meut Par Sten Kidna An-Alre le 2/02/09 9:03

An Dasson 68 : Ha petra 'dalv An Alré ?... Niverenn 68 An Dasson, kelaouenn embannet get Kerlenn Sten Kidna (an Alré), a zo deuet er maez. Pennadoù divyezhek brezhoneg-galleg a gaver a-barzh : un atersadenn get Tugdual Kalvez, da skouer. Kelennour àr ar prederouriezh hag àr ar brezhoneg war e leve, Tugdual Kalvez a zo è chom e Sant-Nolv, e-tal Gwened, e-lec'h m'en deus savet ur gevredigezh añvet Glad Senolf evit gober war dro ar glad hag ar c'helenn brezhoneg d'an oadourion. Añvioù lec'h ar gumun-se a zo bet studiet a-dost get Glad Senolf : al lec'hañvadurezh a zo tem gentan an atersadenn. Penaos a veze savet añvioù lec'h ? Peseurt talvoudegezh a zo gete ? A-venn e teuont : ag ar brezhoneg, ar galleg, ar galianeg, al latineg, ha c'hoazh ? Saint-Nolff (Senolf), Le Bono (Ar Bono), hag Auray (An Alré) a zo displeget get T. Kalvez, met diaes eo gouiet razh an traoù. Al lec'hañvadurezh a zo ur skiant talvoudus bras, setu ar pezh a ziskouez Tugdual Kalvez. Mat eo displeg an dra-se en-dro un nebeut deizioù goude an trouz bet graet get ur penn bras ag an Ti post a-enep d'ar brezhoneg (dislaret get e rener war lerc'h). Pennadoù skrid all a zo 'barzh An Dasson, a-ziar-benn Ar redadeg (C. Le Meut), a-ziar al lezenn-stur bet chanchet get ar parlamant da lakaat ur plas evit ar yezhoù rannvroel (Kerlenn Sten Kidna); ur valeadenn e Lisbonne (Roland Gallois), ha sonjoù àr ar brezhoneg (Jean Dréano). An Dasson niverenn 68 a c'hell bout prenet e stalioù levr 'zo : Coop Breizh (An Oriant); Lenn ha dilenn (Gwened); Breizh ma bro (an Alré); Stal levrioù a-dal d'an ti gar (An Alré); pe e Kerlenn Sten Kidna, 6 rue Joseph Rollo (skol gozh J. Rollo), 56400 An Alré) : 5 € an tamm (7 € dre lizher). Pellgomz : 02 97 29 16 58.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons