Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Sommaire -
An Dasson 72 : Ar hentoù Lokmaria-kaer
Daet eo er-maez niverenn 72 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc'h un teuliad anvet "Ar hentoù Lokmaria-Kaer". Jacques Madec ha Loic Marion,
Christian Le Meut Par Sten Kidna An-Alre le 13/08/10 11:08

Daet eo er-maez niverenn 72 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek embannet get Kerlenn Sten Kidna. Enni e kavoc'h un teuliad anvet "Ar hentoù Lokmaria-Kaer". Jacques Madec ha Loic Marion, daou eil maer, a zo bet aterset get An Dasson. Ur pennad daouzek pajenn dezhi a zo àr an anvioù lec'h (lec'hanvadurez), skrivet get Yann Gaudion. Ar-lerc'h, c'hwi a gavo ur bourmenadenn "En dro d'ar peulvanoù" (Christian Le Meut), hag ur pennad skrivet get Daniel Carré àr an "Dihunerion e Lokmaria-Kaer". Daet a oa Loeiz Herrieù, skrivagner, barzh, kaner, e 1908, da lâr d'an dud derc'hel get ar relijion ha get ar brezhoneg... Ha 300 den a oa daet da selaou doc'htañ. Ma faota deoc'h gouiet muioc'h prenit An Dasson 72.

An Dasson niverenn 72 a vez gwerzhet 5 €, en davarn Le p'tit bar e kreiz bourc'h Lokmaria-Kaer ; e Coop Breizh (An Oriant) ; Lenn ha dilenn (Gwened) ; Breizh ma bro (An Alre) ; ar stal levrioù a-dal d'an ti-gar (An Alré) ; pe get ar Gerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 An Alre, 7 € dre lizher.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons