96 vues

A-benn nebeut e vo kinniget en Alre un devezh prezegennoù diwar-benn an treuzkas. Ar bloaz paseet e oa bet gouestlet an devezh d'an dour ha d'an douar..

A-benn nebeut e vo kinniget en Alre un devezh prezegennoù diwar-benn an treuzkas. Ar bloaz paseet e oa bet gouestlet an devezh d'an dour ha d'an douar.

Perak studiañ romant berr pe zanevell verr Youenn Drezenn ? Hervez Stefan Moal, kelenner e Skol-Veur Roazhon 2 eo anat : un destenn « awenet mat, un taol kaer modern ha digor ouzh an diavaez » hervez Diarmuid Johnson.

E program ar C'hapes 2014 e oa da studiañ « Sizhun ar breur Arturo », a gont yaouankiz ar skrivagner ivez. Ur romant diorroadur, deskadur an hini eo, evel « An dour en-dro d'an inizi ». Karantez korf dezrevellet evit ar wech kentañ e lennegezh Breizh, ken splann ha ken simpl. Hervez Francis Favereau eo : « ul levr dindan an Drinded : sea, sex and sun ». Lakaet e oa bet ar veleien da skrijañ gant neuz an istor.

Gourc'hemennoù d'an aozerien evit bout aozet un devezh ken interesant. Mall eo d'ar selaouerien anavezout roll ar prezegennoù a vo d'ar Sadorn 4 a viz Ebrel en Alre adarre.

An dour, an douar, ha Youenn Drezen, gant Stefan Moal (war ar skramm)

 

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...